Mont d’an endalc’had

De facto

Eus Wikipedia
De facto
Latin phrase, perzh, Wikibase reason for deprecated rank, Wikibase reason for preferred rank
Rann eusde facto and de jure, glossary of French words and expressions in English Kemmañ
Subject lexemeL227971, L188564, L478462 Kemmañ
Enebet ouzhde jure Kemmañ

De facto zo ul lavar latin hag a dalv kement hag « er fedoù », pe « en oberoù » . Enebet e vez ouzh de jure', « hervez ar gwir, ar reolenn ».

En ur ster ledan e talvez kement hag « e gwirionez » ivez.

Implijet eo bet an droienn e latin gant Cicero en e brezegenn Pro Milone :

... et Pompeius de iure non de facto quaestionem tulit

... ha Pompeius a vennas ensellout ar gwir ha n'eo ket ar fed[1].

De facto, de jure

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Karl Martel ha Benito Mussolini ne renent ket de jure : de facto a raent, p'o doa muioc'h a c'halloud eget o roue.
  • Anavezout ur gouarnamant de facto a c'hall bezañ anavezout ar re o deus kemeret ar galloud dre nerzh en desped d'al lezenn.
  • Pa gomzer eus poblañs de facto ur vro e komzer eus an holl re a zo o chom enni daoust ma n'int ket anavezet holl gant al lezenn, evel ar re n'o dije ket paperioù.
  • E broioù zo e vez ur yezh ofisiel de jure, hag unan all de facto : e Maroko hag e Liban ez eo an arabeg ofisiel de jure, met kenofisiel eo ar galleg de facto.
  • Gouarnamant Korsika, e 2018, a embannas lakaat ar c'horseg da yezh ofisiel de facto, tra ma nac'h ar Stad c'hall anavezout yezh ebet ouzhpenn ar galleg de jure.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]