Makron
Sinoù diakritek |
---|
Sin diakritek
Breve ( ˘ )
Krogig / Dấu hỏi ( ̉ ) |
Merkoù all implijet a-wechoù evel sinoù diakritek |
Skrab ( ’ ) |
Makron (diwar ar gresianeg : μακρός, « bras »), zo anv ur sin diakritek implijet el lizherenneg latin, gantañ stumm ul linenn vihan lakaet a-us d'ur vogalenn ( ¯ ), da skouer Ā, ā, evit diskouez e vez distaget hir.
Implijet e vez evit skrivañ al latveg, al lituaneg, hawaieg (anvet kahakō), maorieg.
Implijet e vez alies ivez e geriadurioù latin hag evit romanekaat yezhoù evel ar japaneg, da skouer 交通 kōtsū "red kirri" ha 骨 kotsu "askorn".
Hervez reolennoù sistem romanekadur ar sinaeg anvet pinyin e vez implijet evit ober diouzh un donenn.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Implijet eo bet ar makron e brezhoneg e geriadur ar Gonideg, n'eo ket evit merkañ ur vogalenn hir, hogen evit e lakaat war al lizherenn n da verkañ ar friadur.
Dilezet eo bet abaoe, ha merket e vez ar friadur gant an arouez ñ, evel e-barzh bremañ.
Ar makronoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tri makron a vez implijet en amzer-vremañ :
- ar makron plaen, a verk hiradur ar vogalenn ;
- ar makron-dindan, a vez lakaet dindan al lizherenn ;
- ar makron-boud, anezhañ ur makron plaen hag un tired boud stok-ha-stok.
Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |