Mont d’an endalc’had

Friadur

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen friadur (saoz. : nasalisation) war dachenn ar fonologiezh hag ar fonetik evit komz eus ar fed ma vez leusket lod eus an aer o tont eus ar skevent da vont kuit dre ar fri dre izelaat an drekstaon (pe velum), da lâret eo dres evel ma vije kendistaget ur sonenn vogalennek pe gensonennel en ur zistagañ ar sonenn [n] war un dro.

Hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel, implijet e vez an dildenn skrivet a-us d'un arouezenn all evit diskwel e vez friet ur sonenn bennak, da skouer [ã] ha [ṽ]. Gwezhall e veze implijet ur sin diakritek anvet "ogonek" skrivet dindan un arouezenn all, da skouer [ą], hag implijet e vez hiziv c'hoazh pa vez implijet sinoù all skrivet a-us d'an arouezenn bennañ, da skouer evit merkañ tonennoù, d.s. [ą̂] e lec'h [ã̂] dre m'eo aesoc'h da lenn.

Vogalennoù fri

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stankoc'h a-bell eo ar vogalennoù fri evit ar c'hensonennoù fri pe friet, da skouer :

galleg : "an" /ɑ̃/
portugaleg : "an, am, ã" /ɐ̃/
poloneg : "ą" /ɔɰ̃/

A-wezhoù e reer an diforc'h etre vogalennoù fri ma talvez ar friadur da elfenn fonemek enebiet ouzh vogalennoù genoù diouzh un tu ha vogalennoù friet dindan levezon sonennoù fri all tro-dro pe tost oute hag a dalvezont da alofonennoù vogalennoù genoù, da skouer e brezhoneg unvan :

Vogalenn genoù
sota (< sotaat)
Vogalenn fri
tarzh
Vogalenn friet
kan (dindan levezon an "n")

Kensonennoù friet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daoust ha ma'z int kalz raloc'h evit vogalennoù fri e vez kavet ivez e yezhoù 'zo kensonennoù friet enebiet ouzh kensonennoù genoù pe plaen, da skouer e darn eus yezhoù arabek ar su e vez implijet ur gensonenn dre daravat friet [z̃].

E houpaeg e vez distaget ar gensonenn dre fri drekstaon /ŋ/ alies evel ur gensonenn dre dostaat friet [ɰ̃] kevatal ouzh an hantervogalenn friet [j̃] kavet e yezhoù atabaskek all.

E boundoueg (pe "umbundu") e kaver ar fonem [ṽ] hag an alofonenn [w̃].

E gwirionez war al live fonologel e c'hellfed deskrivañ ar c'hensonennoù dre fri evel kensonennoù friet, dielfennet da skouer /b̃/, /d̃/ or /g̃/ kentoc'h evit /m/, /n/ or /ŋ/. Treuzskrivet e vezont peurliesañ gant bep o arouezenn avat (/m/, /n/, /ŋ/) dre ma vez kavet stank ar c'hensonennoù-se e yezhoù ar bed keit ha m'eo ral-tre kensonennoù dre dravat friet, d.s. [ṽ].

Kensonennoù fri

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Estreget ar c'hensonennoù friet, da lâret eo kendistaget dre friadur, e kaver ivez kensonennoù dre daravat fri gwirion (saoz. nareal) produet a-wezhoù gant tud siek o distagadur ma vez lakaet an aer da daravat pa red dre ar fri kentoc'h evit dre ar genoù. Merket e vez hervez reolennoù treuzksrivañ ledanaet al lizherenneg fonetikel etrebroadel gant daou boent skrivet a-us d'an arouezenn gensonennel pennañ, d.s [n͋] ha [v͋].

N'anavezer yezh ebet dre ar bed ma vefe implijet ganti kensonennoù a-seurt-se.

Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.