Mont d’an endalc’had

Daouboent

Eus Wikipedia
Sinoù diakritek

Sin diakritek

Tired lemm ( ˊ )
Tired lemm doubl ( ˝ )
Tired boud ( ˋ )

Breve ( ˘ )
Karon / háček ( ˇ )
lostig ( ¸ )
Tired kognek ( ˆ )
Daouboent ( ¨ )
Pik ( · )

Anunaasika ( ˙ )
Anusvaara (  ̣ )

Krogig / Dấu hỏi (  ̉ )
Makron ( ˉ )
Ogonek ( ˛ )
Ront / kroužek ( ˚ )
Spiritus asper ( ʽ )
Spiritus lenis (  ʼ )

Merkoù all implijet a-wechoù evel sinoù diakritek

Skrab ( )
Barennig serzh ( | )
Daoubik ( : )
Virgulenn ( , )
Barrennig ( ˗ )
Tildenn ( ˜ )
Titlo (  ҃ )
Poent kreiz ( l·l )

An daouboent a zo ur sin diakritek eus al lizherenneg latin hag a ziskouez evel daou boent war ur vogalenn.

f̈ ÿ

E brezhoneg eo an daouboent (¨) ur sin diakritek hag a lakaer war ur vogalenn evit merkañ e ranker disrannañ anezhi diouzh an hini a zo en he raok.

  • Kavet e vez dreist-holl war al lizherenn u : eürus, emroüs ;
  • Kavet e vez a-wezhioù war al lizherenn i :
    • dre ret er ger gouïlh ;
    • a-wezhioù, ha dreist-holl er varzhoniezh hag ar c'hanaouennoù, evit merkañ ez eo un i vogalenn hag e talvez eta evit un troatad : alïes.

E yezhoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar galleg a implij anezhañ da verkañ ur vogalenn da vout distaget distag diouzh unan all en he raok : naïve, Noël, ambiguïté, aiguë, Pierre Louÿs.

Ar c'hembraeg a ra heñvel : copïo.

An nederlandeg, ur yezh hag a ra gant kalz divc'hrafennoù a ziv vogalenn, a implij anezhañ e gerioù kemeret diouzh yezhoù latin evel tetraëder, naïviteit, reële, geïnd, reünie, conciërge, koloniën, poëzie, egoïsme, coördinatie, ruïne, vacuüm...

Skrivet e vez ivez cinqüenta hervez reolennoù reizhskrivañ portugaleg Brazil.

Ar spagnoleg a ra gantañ evit dispartïañ an digramm gu araog e pe i : vergüenza, lingüística.

Yezhoù all a ra gant an ë evit merkañ ar « schwa », pe evit merkañ emañ mut ar vogalenn (galleg « de Staël » /stal/).

Daouboent hag Umlaut

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dishañval eo an daouboent diouzh an Umlaut.

Arabat kemmeskañ an daouboent gant an daoubik (:) a zo un arouezenn boentaouiñ.

Gwelit ivez :

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]