Tildenn

Eus Wikipedia
Sinoù diakritek

Sin diakritek

Tired lemm ( ˊ )
Tired lemm doubl ( ˝ )
Tired boud ( ˋ )

Breve ( ˘ )
Karon / háček ( ˇ )
lostig ( ¸ )
Tired kognek ( ˆ )
Daouboent ( ¨ )
Pik ( · )

Anunaasika ( ˙ )
Anusvaara (  ̣ )

Krogig / Dấu hỏi (  ̉ )
Makron ( ˉ )
Ogonek ( ˛ )
Ront / kroužek ( ˚ )
Spiritus asper ( ʽ )
Spiritus lenis (  ʼ )

Merkoù all implijet a-wechoù evel sinoù diakritek

Skrab ( )
Barennig serzh ( | )
Daoubik ( : )
Virgulenn ( , )
Barrennig ( ˗ )
Tildenn ( ˜ )
Titlo (  ҃ )
Poent kreiz ( l·l )

Tildenn[1],[2],[3] (diwar ar spagnoleg tilde “tired, sin diakritek”, d'e dro diwar al latin titulus, "ar pezh a zo lakaet a-us") zo anv ur sin diakritek implijet gant al lizherenneg latin, dezhañ stumm ul linennig kromm (~) lakaet a-us d'ur vogalenn evit diskouez e vez distaget en ur mod disheñvel diouzh an hini boutin, peurliesañ dre ar fri.

E brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1821[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kentañ ma kaver an arouez e brezhoneg eo e Geriadur ar Gonideg e 1821[4]. Met div arouez zo el levr e gwirionez :

  • ar varrennig-kromm, ha ne vez implijet nemet evit ar son /ɲ/, evel er ger skrivet KRIÑ (krign), dres an implij a gaver e spagnoleg; fentus eo gwelout ki-spañ, er bajenn 539 pa skriver ki-spagn hiriv;
  • ar varrennig plaen, evit ar son friet, er ger skrivet BREMA pe BREMAN̄ (pajenn 17).

Hiriv ne reer ket ken gant ar varrennig plaen.

Tildenn ebet e skridoù Fañch an Uhel.

1931[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Geriadur Vallée e 1931

  • n'eus ket a dildenn (tild er geriadur[5] ) en anv-verb :kana, deski, nag en anv Fanch;
  • tildenn evit ar vogalennoù friet (pe darn anezho) e ganéñ, ganiñ, gantañ... dioutañ, e gerioù evel chañs, fiziañs; e-kéñver, kréñv; diñs; doñva, doñvaat; kuñv, kuñvaat.

1947[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Yezhadur Bras ar Brezhoneg e lenner un toullad linennoù a-zivout implij ñ evel dibenn anv-verb hag en derez uhelañ (anvet derez uhel)[6].

Er yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An dildenn e logo an Instituto Cervantes.
Logo CNN en spagnoleg.

E spagnoleg e talvez ar ger tilde evit ober dave koulz d'an tired lemm ha d'al linennig kromm lakaet a-us d'un n ([n]) > ñ ([ɲ] pe gn hervez reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg) diorroet diwar un diverradur latin ma veze lakaet ur bennlizherenn N a-us d'un n all e-lec'h skrivañ nn.
Er yezhoù all avat e vez implijet ar ger tilde evit ober dave d'al linennig kamm nemetken.

E portugaleg e vez implijet a-us d'an a pe d'an o evit merkañ ar fed ma vezont distaget dre ar fri, da skouer constituição, constituições (“bonreizh/où”).

E galleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fonetik etrevroadel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant al Lizherenneg Fonetikel Etrebroadel e vez implijet an dildenn evit merkañ an distagadur dre ar fri pa vez skrivet a-us d'ur vogalenn pe c'hoazh d'ur gensonenn, da skouer ar brezhoneg “foñs” [ˈfɔ̃sː]. Pa vez skrivet a-dreuz d'ul lizherenn e talvez evit merkañ e vez distaget gant an ankoue, da skouer ar saozneg “cool” [kʊ:ɫ].

En estoneg e vez kavet a-us d'un o distaget [ɤ] pe [ə].

Implijet e c'hell bezañ an dildenn ivez e-lec'h an tired kognek pa vez skrivet an henc'hresianeg hervez reolennoù ar reizhskrivadur liestonel evit diskouez e pign an ton ha neuze e tiskenn en-dro.

E vietnameg e vez implijet an dildenn evit ober dre skrid diouzh an donenn ngã a ya war ziskenn.

Sell gwirius[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Bro-Frañs, kelc'h-lizher an 23 a viz Gouere 2014[7] a veneg ar sinoù diakritek aotreet er melestradur ; diaotreet eo an dildenn. Gant se, an anv bihan "Fañch" zo bet nac'het gant ti-kêr Kemper[8]. Brudet eo dija ar babig tro-war-dro e-giz « Fañch Tildenn ».

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ar Gedour : [1]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Anvet barrennig-arouez, kroumennig-arouez e Grand dictionnaire français-breton, Frañsez Vallée, 1931, pajenn 739b.
  2. Tildenn e 1947 e Yezhadur bras ar brezhoneg gant F. Kervella, e 1992 e Geriadur Favereau, e 1995 hag e 2001 e geriadurioù hollvrezhonek An Here, pe c'hoazh e geriadur bihan galleg-brezhoneg Roparz Hemon.
  3. Tonnan en embannadurioù Preder.
  4. (fr) Geriadur ar Gondeg
  5. P.739.
  6. Pajenn 16.
  7. (fr) Kelc'hlizher "Taubira"
  8. (fr) Ouest-France, 15 Mae 2017



Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.