Preder

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Preder zo un ti-embann brezhonek bet krouet e 1958 gant Guy Étienne ha Pêr Denez evit embann levrioù-deskiñ ha skiantel. Mikael Coic a ra war e dro abaoe meur a vloavezh.

Anv ur gelaouenn eo bet ivez e-pad ur pennad mat en deroù.


Ar gelaouenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur gelaouenn drimiziek diwar-benn ar yezhoniezh vrezhonek e oa Preder da gentañ.

Embannadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embannet ez eus geriadurioù brezhonek arbennikaet diwar-benn prederouriezh, skiantoù... dreist-holl. Brudet eo embannadurioù Preder dre ma kinnigont nevezc'herioù, a vefe savet, a-hervez, diwar gwriziennoù keltiek hepken. Peder zachenn labour o deus :

  1. Al labourioù termenadurezh
  2. Ar geriadurioù arbennikaet
  3. An oberennoù skol ha skol-veur
  4. An troidigezhioù


Lec'hiet eo an ti-embann kevredigezhel e Ploveilh, an oberour pennañ eo an doktor Guy Étienne a zo geriadurour ha barzh.

Roll[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus 1 da 100[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus 101 da 200[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude 200[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Titloù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Flag of Brittany.svg Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.