Mikael Coic

Eus Wikipedia

Mikael Coic zo un emsaver bet ganet e 1940. Ober a ra war-dro an ti-embann Preder.

E 1969 e oa ezel eus kevrenn Pariz an FLB, a-gevret gant Yann Bothorel ha Ronan Tremel[1]. Toullbac'het e voe, kent bezañ dieubet da-heul dilennadeg Georges Pompidou hep ma vije bet ur prosez.

A-bouez eo ar perzh a gemer e ti-embann Preder pa ra war-dro an embann hag ar mererezh.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Gw."Emsav, dictionnaire" gant Georges Cadou, pajenn 87.