Mont d’an endalc’had

Pêr Even

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Jil Ewan)
Pêr Even
Pêr Even
Anv ofisiel Pierre Even
Anv pluenn Jil Ewan
Pêr Even
Obererezh Geriadurour
Prederour
Troour
Yezhour
Ganedigezh e 1919
e Goudelin, Banniel Treger Treger, Breizh
Marv e 2002
e Gwengamp,
Banniel Treger Treger, Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
Ar Feiz dre ar Meiz
En donvor da Vreizh
Geriadur bihan ar sonerezh
Traoù ouzhpenn
Displeg war an hentenn (Troidigezh)
Gourbannoù sant Eosten (Troidigezh)
Lexique complémentaire breton-français
Lexique complémentaire français-breton
Pacem in terris (Troididigezh)
Populum Progressio (Troidigezh)


Pêr Even a voe ur skrivagner ha yezhour breizhat bet ganet e Bro-Oueloù e 1919, e Goudelin. Jil Ewan a voe e anv-pluenn. Dont a rae Pêr Even enta eus un tiegezh brezhonegerion gristen diwar ar maez war harzoù ar brezhonegva. Bez' e oa anezhañ enta ur brezhoneger a-vihanik.

Skoliet e oa bet e kelenndi ar Salezidi e Koad-an-Hoc'h, etre Kastellaodren ha Gwengamp, gant ar Salezidi, a blede eno gant ur skolaj vicherel. Alese e oa bet dilennet gant e vistri da genderc'hel gant e studi e neveziadti ar Salezidi e Kadva e Normandi. O tont alese, echu gantañ e studioù eil derez, e teuas tre e Kloerdi bras Sant-Brieg. Pêr Even en doa dilezet hent ar velegiezh a-benn neuze, un nebeud mizioù goude bezañ deuet tre er c'hloerdi bras, hogen eno emichañs e oa deuet da vezañ ur broadelour, evel meur a gloareg all, evel Per ar Meur, Armañs ar C'halvez, Loeiz ar Floc'h, Marsel Klerg, Per Bourdellez, Gwilherm Dubourg ha re all yaouankoc'h c'hoazh.

Pleustriñ a rae, e Gwengamp, metoù ar vroadelourion, da skouer ar "Framm keltiek" diazezet gant Roparz Hemon e-pad ar brezel ; e Gwengamp, dres, e oa bet roet bod da Gendalc'h an aozadur e 1943. D'ar mare-se e oa Loeiz ar Floc'h, kure er barrez hag eno, moarvat, en doa graet Per Even anaoudegezh gant ar skrivagner.

O tont er-maez eus ar c'hloerdi en doa kavet Per Even fred e studi un noter e Lannlon en e gorn-bro. Eno, moarvat, en doa bet tro da bleustriñ war ar gwir, pezh a roas an tu dezhañ da gavout ur gourc'hwel en isprefeti Gwengamp, hag a viras c'hwec'h vloaz. Alese e oa deuet da vezañ sekretour-maerdi e ti-kêr Wengamp pa oa Edouard Olivro o kadoriañ ar C'huzul-kêr ; hag eno e peurc'hreas e redad-amaezh, a echuas e dibenn ar bloavezhioù eikont.

Diaes e vije bet da unan ren ur vuhez eeunoc'h ha plaenoc'h eget a reas ar stourmer brezhon-mañ a renas e vuhez penn-a-benn en e gorn-bro c'henidik o kavout ennañ e zanvez-pried, ma timezas ganti e miz Eost 1948, hag hi brezhonegerez a-vihanik evel he gwaz. Er prantad-hont e oa Youenn Olier e vignon bras troet d'ur Boudedeo o c'haloupat betek harzoù Alamagn da c'hounit e vara evel nouspet re all en Emsav.

Pêr Even a veze klevet o fougasiñ gant ar brient - mar geller lavarout - e oa ur brezhoneger a-vihanik pa veze pismiget yezh e skridoù dre ma oa "chimik", evel ma lavared.

E gwirionez ne venne nemet harpañ ar stourmerion o doa sammet warno ar gefridi da ober eus ar brezhoneg ur yezh arnevez (se a lavare e-unan bepred) ha kement-se adal an deroù, e penn kentañ ar bloavezhioù hanter-kant pa ne oa ket anv a SADED nag a strollad ebet a seurt-se. Aes eo kompren neuze e voe deuet mat dezhañ diouzhtu mennad ar re a grouas an aozadur-kelenn eil-derez dre lizher e 1962, rak kroget en doa seulabred da studiañ ar yezh e Skol-veur Roazhon e-lec'h en doa tizhet an "Diplôme Supérieur d'Etudes Celtiques".

Adal 1959 e-barzh "Preder" ez embannas eta pennadoù ha studiadennoù diwar-benn prederouriezh, bredoniezh ha jedoniezh.

A-ziwar ar bloavezh 1974 avat, adal ma voe roet un tuadur nevez d'ar gelaouenn Imbourc'h, deuet da vezañ kristen, e kemeras perzh an den en emvodoù Kristenion Breizh hag e vennas Pêr Even fiziout e Youenn Olier e skridoù da embann betek dibenn e vuhez, e 2003.

Dindan e anv-pluenn Jil Ewan en deus sinet Pêr Even an darn vrasañ eus e oberennoù.

  • Troidigezh eus Le Discours de la Méthode gant René Descartes, An Displeg war an Hentenn, e-kreiz ar bloavezhioù '60 evit ar gelaouenn Preder.
  • Troidigezh Populorum Progressio Paol VI e 1969, Preder.
  • En Donvor da Vreizh e 1975, adembannet e 2004 gant Imbourc'h. En oberenn-se e plaenae Pêr Even pennañ tezennoù ar gelennadurezh politikel ma rae anezhi ar "gevangevreadelouriezh", en ur ober displegadennoù da istor an Emsav e deroù ar bloavezhioù '70, da heul drouziwezh an FLB kentañ a strafuilhas speredoù ar vrogarourion e Breizh er prantad-hont. Ul lodenn anezhi a zo gouestlet d'an nevezc'herioù en em ziskoueze evit ar wezh kentañ en oberenn-mañ.
  • Geriadur bihan ar sonerezh diwar e bluenn a gaver en un niverenn eus Imbourc'h er bloavezhioù '70, kresket a galz goude-se hag embannet gant Mouladurioù Hor Yezh diwezhatoc'h.
  • Gourbannoù sant Eosten, e hanterenn gentañ ar bloavezhioù '90, a voe kaset da benn gantañ aketus-tre, un oberenn a c'hwec'h kant pajenn bennak, ma klaskas ar skrivagner enni tennañ ampled eus an destenn latin savet gant an aozer evit diorren ar brezhoneg arnevez ar muiañ ma c'helle. Embannet e teir levrenn gant Imbourc'h.
  • A-c'houdevezh e kasas Pêr Even, reoliek tre, pennadoù a feizoniezh kristen, peadra da gempenn un dornlevr a gelennadurezh kristen, a zo bet, an darn-vuiañ anezho, dastumet hag adembannet dindan an talbenn Ar Feiz dre ar Meiz gant Imbourc'h[1].
  • Daou c'heriadur arnevez e dibenn ar bloavezhioù '90, al Lexique complémentaire français-breton hag al Lexique complémentaire breton-français, tost da 350 pajenn e pep hini anezho, a voe embannet gant Imbourc'h, er bloaz 1996 hag er bloaz 2000.


  1. https://emglev.files.wordpress.com/2012/10/geriaoueg-feiz-ha-meiz.pdf