Mont d’an endalc’had

Bredoniezh

Eus Wikipedia
bredoniezh
diskiblezh akademek, skiant, dibarder yec'hedel
Iskevrennad eushuman science, skiantoù ar yec'hed, behavioral sciences Kemmañ
Arvezfaculty of psychology Kemmañ
Istorhistory of psychology Kemmañ
Pleustret gantpsychologist Kemmañ
Model itembranch of psychology, termenadurezh ar psikologiezh, psychological methodology Kemmañ
Stack Exchange site URLhttps://psychology.stackexchange.com Kemmañ
Enebet ouzhpseudopsychology Kemmañ

Ar vredoniezh pe psikologiezh (diwar ar gresianeg: psyche = bred halogos = ger) zo studi emzalc'h, spered ha preder an den da gentañ holl, met emzalc'h ha spered al loened a zo studiet ivez, pe evel ur gelenn he-unan (cf. gouiziaduriezh al loened pe an etologiezh)pe c'hoazh, ha daelioù a zo diwarnañ, evel un tu evit merzout traoù a bled gant ar vredoniezh denel (cf. bredoniezh keñverel).

Pleustret e vez war ar vredoniezh e doareoù skiantel ha nann-skiantel. Ar vredoniezh a vez graet ar muiañ ganti a zo pozitivour he diazez pa ra gant studioù kementadel ha gant an hentenn skiantel evit testiñ ha diskar ar martezeadennoù o vezañ graet en un doare arnodel. Ar vredoniezh a ra alies gant an diuzelouriezh, da lavarout eo e sach pep gouiezegezh a c'hell kavout e tachennoù skiantel zo evit klask displegañ ha kompren an emzalc'h.

Koulskoude ne vez ket heuliet an hentenn skiantel gant pep enklask bredoniezh. Arveret e vez gant an imbourc'h kementadel teknikoù jubenniñ evit sevel lod a zeskrivadurioù sachet diwar ar glinikenn hep arnod.
Kavet e vez ivez bredoniourion, ar vredoniourion denelour, da skouer, ha n'int ket evit degemer un hentenn skiantel.