Maodez Glanndour

Eus Wikipedia
Maodez Glanndour
Maodez Glanndour
Maodez Glanndour
Anv ofisiel Louis Augustin Le Floc'h
Anv pluenn Maodez Glanndour
Loeiz ar Floc'h
Obererezh Barzhoniezh
Prederouriezh
Doueoniezh
Ganedigezh 7 a viz Meurzh 1909
Pontrev, Breizh Breizh
Marv 25 a viz Kerzu 1986
Louaneg, Breizh Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
Telennganoù
Komzoù bev
Milc'hwid ar serr-noz
Imram
Kregin-mor
Dre Inizi ar bed keltiek
Ar Bibl (Troet diwar ar gresianeg)

Maodez Glanndour, bet ganet dindan an anv Louis Augustin Le Floc'h d'ar 7 a viz Meurzh 1909 e Pontrev, a oa ur beleg, ur barzh, ur skrivagner, ur prederour, un doueoniour hag ur sonaozour. Bez' e voe unan eus izili ar gloer entanet gant Breizh hag eus izili an Emsav kristen a zo bet kreñv a-walc'h a-raok an Eil Brezel-bed. Gant ur skipailh beleien e troas ar Bibl en he fezh diwar an henc'hresianeg. Mervel a reas e Louaneg, hag eñ person ar barrez, d'ar 25 a viz Du 1986.

Familh ha studioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab d'un noter eus Pontrev e oa Maodez Glanndour ; ne voe ket desavet e brezhoneg daoust ma oa brezhonegerez e vamm. Mont a reas da Skolaj Sant-Jozef Lannuon, da ober e studioù. Tapout a reas un tamm brezhoneg gant e genstudierien hag e-pad e vakañsoù er Merzher, nepell diouzh Gwengamp. Pa'z eas da gloerdi Sant-Brieg e c'hellas studiañ ar brezhoneg pishoc'h.
Goude bezañ bet beleget e 1932 ez eas da Roma da studiañ an doueoniezh. Eno e tarempredas an Tad Godu a sachas anezhañ muioc'h war-du an Emsav. Degemeret e voe evel doktor war ar brederouriezh hag evel aotreeg war an doueoniezh.

Perzh en Emsav lennegel ha relijiel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude bezañ bet anvet e 1935 da gelenner en e skol gentañ, hini Sant-Jozef e Lannuon, e krogas da genlabourat gant skipailh ar gelaouenn lennegel Gwalarn, Roparz Hemon en he fenn. Barzhonegoù a gasas dezhi ingal. Klask a reas ivez reiñ ur vouezh e brezhoneg d'ar speredelezh kristen er gelaouenn Studi hag Ober krouet gantañ e 1936 asambles gant Pêr Yann Nedeleg, ur beleg all. Enni e veze embannet studiadennoù doueoniezh, testennoù evit al liderezh ha tammoù troidigezhioù ar Bibl.
Goude bezañ disoudardet e voe anvet da gure e Gwengamp. Er mare-se e savas ar varzhoneg hir « Imram », unan eus e oberennoù gwellañ, a yeas d'ober an darn-vuiañ eus niverenn gentañ ar gelaouenn Sterenn.
Gant aotre an eskopti e savas e 1952 an aozadur relijiel "Unvaniezh Speredel Breizh" (USB) gant harp Madalen Saint-Gal de Pons. Digor e oa an aozadur koulz d'ar vrezhonegerien ha d'ar re na oant ket. Kannadig an USB e oa Ar bedenn evit ar Vro. Aozet e veze retredoù ha bodadoù prederiañ.
E 1953 e oe anvet Maodez Glanndour da aluzener ar Bleun-Brug Bro-Dreger, met dilezel a reas ar garg-se e 1960 abalamour d'an dizemglev a oa savet gant tud an aozadur, hervez Lukian Raoul[1]
E 1956 e voe anvet da berson parrez Louaneg hag ez eas da chom en ur seurt ti-mestr e kêriadenn Keresperz, gant Madalen Saint-Gal de Pons da c'houarnourez ha da genlabourerez tostañ. Er savadur-se e aozjod meur a emgav pe vodad-labour pe retred.
Pa oa bet o studiañ er Vatikan ha pa oa un den a ouiziegezh e c'hellje Maodez Glanndour bezañ aet pelloc'h e skeul-renk an Iliz katolik, met gwelloc'h e kavas seveniñ karg ur person parrez en ur gêriadenn e Treger. Eno e c'hellas kenderc'hel gant e studioù breizhek hag eskemm gant an emsaverien all.
Kemer a reas perzh Maodez Glanndour en Emsav ken e oa anvet da gadoriad Kuzul ar Brezhoneg eus 1964 da 1966.

Troour ar Bibl[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1952 e talc'has da sevel un doare peurunvan evit troidigezh ar Bibl a vije skridaozet en ur chom an nesañ ma c'heller ouzh testenn henc'hresianek ar Septañt. Un nebeud beleien a vodas en-dro dezhañ : Marsel Klerg, Pêr Bourdellez, Armañs ar C'halvez, Maoris Ar C'hollo. Embannet e voe an Aviel hervez Sant Mazhe e 1952 gant Studi hag Ober lakaet da anv un ti-embann. An Tad Medar ha Maodez Glanndour o doa « klasket chom tost d'ar vammskrid »[2].
E 1953 e teuas er-maez dindan ur stumm liesskrivet Diskuliadur Sant Yann, Koheleth hag Aviel sant Yann.
A-benn ar fin ne voe ket moullet holl levrioù ar Bibl-se ha ne ouzer ket pelec'h emañ an dornskrid. Liesskrivet e voe e ti Moulin Roazhon lod levrennoù eus profeded vihan evel Habakouk, Yoel, Yona ha Levr ar Furnez. Etre 1969 ha 1982 e voe embannet an Testamant nevez, Iziaia hag ar Salmoù gant Embannadurioù Al Liamm.

Ar sonaozour hag an dastumer kanaouennoù-pobl[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dedennet-bras e oa Maodez Glanndour gant ar sonerezh hag ar c'han, ken en em stummas da zont da vezañ sonaozour. Klask a reas dastum kanaouennoù-pobl hag a lakaas da vezañ embannet war ar gelaouenn Barr-Heol. Studiañ a reas al lennegezh vrezhonek dre gomz hag e aozas gant Jean-Pierre Foucher un teskad kanaouennoù-pobl brezhonek e div levrenn gant an droidigezh c'hallek tal-ouzh-tal, embannet gant an UGE e stumm levrioù godell. Plediñ a reas ivez gant an dastumad Gwerin a embanne danvez poblel (kanaouennoù, kontadennoù, hag all).

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Golo Diskuliadur sant Yann, liesskrivet, 1953
Barzhoniezh
  • Telennganoù, Al Liamm, 1985
  • Va levrig skeudennoù. Al Liamm, 1983
  • Vijelezh an deiz diwezhañ, Al Liamm, 1978
  • Komzoù bev, Skridoù Breizh, 1949
  • Milc'hwid ar serr-noz hag un nebeut barzonegoù. Studi hag Ober, 1946[3]
  • "Imram", in : Sterenn, n° 1, 1940
Teskad kanaouennoù-pobl
  • Le brasier des ancêtres (renerezh gant Jean-Pierre Rioux), Union générale d'éditions, 2 levrenn.
Arnodskridoù

Troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Bibl
  • An Aviel hervez sant Mazhe (a-gevret gant an Tad Medar), troidigezh diwar ar gresianeg, , Studi hag Ober, 1952
  • Diskuliadur sant Yann, liesskrivet gant Jord ar Mee, An Doukenn, Roazhon, 1953
Speredelezh
  • Sant Benead Nursia, Reolenn ar venec'h, liesskrivet
Levrioù relijiel
  • Istor ar Mabig Jezuz, Al Liamm, 1962
  • Letani Itron Varia Vreizh, 1945
  • Notennoù a Batrologiezh, Imbourc’h 1981, 132 p.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (br) RAOUL, Lukian : Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien vrezhonek aet da Anaon a-raok miz Meurzh 1992, Al Liamm, 1992, (ISBN 978-2-7368-0034-5)
  • (fr) RENAULT, Annaig : Maodez Glanndour, son chemin d'humanité au long de Komzoù bev, Mouladurioù Hor Yezh, 2008, (ISBN 978-2-86863-148-0)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. RAOUL, Lukian, op. cit., p. 223.
  2. Raklavar an Aviel hervez sant Mazhe
  3. IDBE