Pontrev
Pontrev | ||
---|---|---|
![]() Ar rinier e Pontrev, ha bagoù bale, gwelet eus al lez dehoù. E kumun Pleuzal emañ al lez all. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Pontrieux | |
Bro istorel | Bro-Dreger | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Gwengamp | |
Kanton | Pontrev (betek 2015) Bear (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 22250 | |
Kod post | 22260 | |
Maer Amzer gefridi | Samuel Le Gaouyat 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Gwengamp | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 009 ann. (2019)[1] | |
Stankter | 989 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 9 m bihanañ 7 m — brasañ 77 m | |
Gorread | 1,02 km² | |
kemmañ ![]() |
Pontrev (distaget: [põn'trẽˑ][2], [põn'trɛw], [põ'trẽf]...) a zo ur gumun eus Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor, war ribloù an Trev, un 20 km bennak eus an aod, a deu al lanv betek enni. Penn kanton e oa betek 2015.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Savet eo an anv diwar ar ger pont hag anv ar stêr Trev.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pontrev a zo bet savet en daou du d'ar stêr Trev (Treñv)
Kumunioù amezek : Kemper-Gwezhenneg; Sant-Kleve; Ploueg-Pontrev; Pleuzal Ur porzh bihan zo, war lez an aber, ma vez diskarget traezh-mor ha kregin d'ober temz. Abaoe ar bloavezhioù 1980 e vez gwelet bagoù o c'hoañviñ war an Trev.
Kanton[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kanton Pontrev zo bet enteuzet e kanton Bear e 2015.
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
"en gul, e groaz koñchek en aour" |
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kêr Bontrev a zo bet savet war douaroù parrezioù Kemper-Gwezhenneg ha Sant-Kleve (Itron Varia ar Feunteunioù), en tu reter d'an Trev, ha parrez Pleuzal (Sant-Erwan), en tu kornôg d'an Trev.
XVIIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 19 Eost 1773 : dour-beuz hag a gas un neubeut tiez hag ar pont
- 3 Ebrel 1777 : tan-gwall hag a gas ul lodenn vras eus ar straed Galleries
- 25 Genver 1778 : dour-beuz
- 20 Gouere 1778 : dour-beuz
Dispac'h gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Emgann Pontrev e 1792.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 62 waz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 3,46 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kemeret e voe 20 000 Lur en ti-post, gant daou ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’ an 3 a viz Even 1944, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[4].
- Mervel a reas 28 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[3].
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel Aljeria: tri soudard a varvas.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz Itron Varia ar Feunteunioù
- Feunteun
- An ti Eiffel, un ti kozh dirak an iliz.
- Monumant ar Re Varv
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Relijion gatolik[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E pardon ar Feunteunioù, e miz Gouhere, e vez lidet Itron Varia ar Feunteunioù. Heñvel eo ton kantik Itron Varia ar Feunteunioù ouzh hini Itron Varia ar Gozh Iliz, e Planiel.
Linenn hent-houarn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dre Bontrev e tremen al linenn Gwengamp-Pempoull, ha daou arsav zo:
- en arsavlec'h kreiz-kêr, anvet halte de Pontrieux, deuet da vout Pontrieux halte, gant an dreveziñ saozneg.
- en ti-gar, e porzh Pontrev.
Tud brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud liammet gant istor kêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jacques Le Brigant, d'an 18 a viz Gouere 1720.
- Pierre-Marie Le Provost de Launay, maer.
- Yves Le Trocquer, ijinour ha politikour, ministr ha maer Pontrev, d'ar 4 a viz Here 1877.
- Loeiz ar Floc'h, beleg breizhat, barzh, prederour hag embanner, anavezet dindan e anv-pluenn Maodez Glanndour, ganet d'ar 7 a viz Meurzh 1909, marvet e 1986 e Louaneg.
Tud bet marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rimadelloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Me 'm eus ur mignon e Pontrev
- Daou 're, daou 're
- Ma zad a oa rouzmouzer
- Ma mamm a oa rouzmouzerez
- Ha me a zo rouzmouzer.
- Domini Patris,
- Sant Malo, Lomikêl ha Lokemo
- Me 'm eus kerent e Pontrev,
- N'onn ket pe int marv pe int bev.
Krennlavar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Merc'hed Pontrev
- Daou benn moal hag unan dev.(Kemmadur souezhus)
Kantik[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kantik Itron Varia ar Feunteunioù.
Levrioù talvoudus[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- J.B. Ogée : Dictionnaire de Bretagne; 1780.
- A. Marteville & P. Varin : warlec'hien ha reizherien Ogée; 1843.
- Yves Thomas : Pontrieux, petite cité du Trégor-Goëlo. Embannadurioù la Plomée. Gwengamp. 2002 (16x24. 611 p.)
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (br) Pontrev war Lec'hienn Geobreizh
- (fr) Kumun Pontrev
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Cf. Nouvel atlas linguistique de la Basse-Bretagne kartenn 6.
- ↑ 3,0 ha3,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajenn 276, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011