Emgann Pontrev
Neuz
Emgann Pontrev zo un emgann hag a c'hoarvezas e Pontrev goude un emsavadeg kouerien e 1792.
En deiz-se, 10 a viz Gwengolo 1792, pa c'hoarveze emgann Lannuon, e sonas kleier-galv ar vro hag e kerzhas etre 7 000 hag 8 000 kouer war-du Pontrev, ma tegouezhjont da greisteiz.
Stanket e voe straedoù kêr gant ar warded nasional ha kaset kuit an emsavidi goude div eur emgann. 8 kouer a voe lazhet, un 20 gloazet, ha 44 prizoniet. Barnet e voe ar brizonidi e Sant-Brieg d'an 19 a viz Meurzh 1793. 8 den a voe kondaonet d'ar marv, 2 anezhe dre zesfailh.
Evit spontañ ar re o defe c'hoant d'en em sevel e kornadoù all e voe dibennet ar 6 den an eil war-lerc'h egile e 6 penn-distrig : Sant-Brieg, Pontrev, Bronn, Dinan, Lodaog ha Rostren.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Roger Dupuy, La Bretagne sous la Révolution et l’Empire, 1789-1815, éditions Ouest-France université, Rennes, 2004, p. 94-95.
- François Cadic, Histoire populaire de la chouannerie, t. I, éditions Terre de Brume, 2003, p. 265.
- Danièle Vaudrey, Les grandes affaires criminelles des Côtes d'Armor, De Borée, 2007, p. 31.