Emgann Kergidu
- Diwar-benn an emgann e-unan eo ar pennad-mañ. Ur pennad all zo diwar-benn ar romant brezhonek a gont an emgann-se. Sellit ouzh Emgann Kergidu (romant).

Emgann Kergidu zo un emgann a c'hoarvezas d'ar 24 a viz Meurzh 1793, e Kergidu, e-kichen Plougouloum etre kouerien eus Bro-Leon ha soudarded ar Republik, renet gant ar jeneral Canclaux.
Ha pa oant bet trec'het d'an 19 a viz Meurzh, edo bepred kouerien Gorre-Leon dindan an armoù, e Ploueskad, Plougouloum, Kleder, Sibirill, Rosko, Gwinevez, Gwitevede, Plouvorn, Sant-Nouga ha Trelaouenan[1] ha klask a raent gronnañ Kastell-Paol. Ar jeneral Canclaux, a oa diazezet e Brest, a yeas da Lesneven gant e soudarded, goude bezañ faezhet emsavidi korn-bro Plabenneg.
Klevet o doa ar Republikaned edo an dud disuj o vont da dagañ Kastell-Paol d'ar 24 a viz Meurzh. Neuze e kerzhas soudarded ar Republik, 400 anezho o tont eus Kastell, renet gant Guillier ha Pinchon, ha skoazellet gant soudarded deuet eus Calvados hag eus Montroulez, war Kergidu, a oa ul lec'h tremen a bouez[2].
Goude ur c'hrogad un eur hanter e oa krog soudarded ar Republik da gilañ ha ne oa ket kalz a dennoù ganto ken. Met sikouret e voent gant ar jeneral Canclaux a erruas war lez kleiz ar stêr, e penn un armead etre 300[3] ha 1 000[4] soudard. Neuze e voe kemeret un uhelenn war lez kleiz ar stêr gant soudarded ar Republik hag alese a c'halljont tennañ gant o c'hanolioù war an emsavidi[5].
War al lez dehou e talc'he mat ar beizanted ouzh ar Republikaned. Goude termal e tivizas Canclaux treuziñ ar pont ha tagañ an emsavidi dre an tu all. Tec'hel a reas ar beizanted kuit, soudarded ar Republik war o lerc'h. Gwelloc'h e kavas ar re-se, eme Guillier, lazhañ an emsavidi eget ober prizonidi. Da beder eur goude kreisteiz e oa echu an emgann[5].
Hervez ar Republikaned e vije bet lazhet war-dro 400 den e-touez ar beizanted ha gloazet 300 anezho[6]. Hervez enklaskoù nevesañ Albert Laot, ne veneger war rolloù tud varv parrezioù Plougouloum ha Trelaouenan, ar c'horn-bro ma oa bet an emgann, nemet c'hwec'h den lazhet, ha div vaouez en o zouez, ha soudard ebet[7]. Kement-se a ya a-du gant an danevell eus an emgann a voe savet gant Canclaux ma lenner ne oa bet lazhet soudard republikan ebet[3].
Gant Emgann Kergidu e voe lakaet fin da emsavadeg peizanted Bro-Leon.
Kastizoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kemeret e voe o armoù digant tud ar vro, diskennet e voe kleier an ilizoù ha kondaonet e voe kumunioù ar vro da baeañ telloù-kastiz pounner edan 24 euriad:
- Plougerne ha Tremenac'h: 11 000 lur,
- Gwineventer: 9 000 lur,
- Plouzeniel: 7 000 lur,
- Gwiseni: 7 000 lur,
- Kerlouan: 5 000 lur,
- Kerniliz ha Lannarvili: 500 lur,
- Sant-Fregan: 250 lur,
- Sant-Servez: 250 lur,
- Plouenan: 2 000 lur,
- Plouvorn: 13 000 lur,
- Plougouloum: 13 450 lur,
- Sibirill: 9 000 lur,
- Gwitevede ha Sant-Nouga: 13 632 lur,
- Trelaouenan: 600 lur,
- Ploueskad: 6 000 lur,
- Kleder: 13 450 lur[8],[3].
Kalz tud a voe harzet ha barnet ha daou anezho, Jean Pedel ha François Guivarc'h eus ar Releg-Kerhuon a voe kondaonet d'ar marv ha dibennet[9]. Kemend-all a c'hoarvezas ivez gant François Barbier, maer Gwitalmeze, ha Jean Prigent, maer Gwitevede : dibennet e voe an hini kentañ e Brest d'ar 17 a viz Ebrel hag an eil e Lesneven d'an 23 a viz Ebrel[3].
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Archives parlementaires de 1787 à 1860, t. 63, pp. 503-504, el lec'hienn Gallica,
- Roger Dupuy, La Bretagne sous la Révolution et l’Empire, 1789-1815, Ouest-France Université, 2004, p. 114-116,
- Roger Dupuy, La Chouannerie, Embannadurioù Ouest-France, 1995, p. 15,
- Loeiz Elegoet, Le Léon, Histoire et Géographie contemporaine, Éditions Palantines, 2007, p. 129-130,
- Emgann Kergidu (romant),
- Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajennoù 152-158,
- Frañsez-Mari Kadig, Histoire populaire de la chouannerie, levrenn I, adembannet gant Terre de Brume, 2003, p. 363-367.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ François Cadic, Histoire populaire de la chouannerie, t. I, p.363-367.
- ↑ François Cadic, Histoire populaire de la chouannerie, t. I
- ↑ 3,0 3,1 3,2 ha3,3 Élégoët
- ↑ Roger Dupuy, La Chouannerie, p.15.
- ↑ 5,0 ha5,1 Kadig
- ↑ Roger Dupuy, La Bretagne sous la Révolution et l’Empire, 1789-1815, p.113-114.
- ↑ Albert Laot, La bataille de Kerguidu, Skol Vreizh, 2013
- ↑ Kristof Jezegoù , Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajennoù 157 ha 158
- ↑ Dupuy