Gwitalmeze
Gwitalmeze | ||
---|---|---|
![]() An aod. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Ploudalmézeau | |
Bro istorel | Bro Leon | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Arondisamant Brest | |
Kanton | Gwitalmeze (betek 2015) Plabenneg (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 29178 | |
Kod post | 29830 | |
Maer Amzer gefridi | Marguerite Lamour 2008-2020 | |
Etrekumuniezh | KK Bro an Hirwazh | |
Bro velestradurel | Bro Brest | |
Lec'hienn web | (e galleg) | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 6 333 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 273 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 84 m | |
Gorread | 23,18 km² | |
kemmañ ![]() |
Gwitalmeze (distaget [ɡɥi.talˈmeː.ze]) a zo ur gumun eus Bro-Leon, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh. Betek 2015 e oa penn kanton.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Bernard Tanguy ː Plebs Telmedovia, 884; Ploedalmezeu, c. 1330, 1467; Ploedalmezeau, Guytalmezeau, 1544;
- Erwan Vallerie ː Plebs Telmedovia, 884; Ploedalmezeu, c. 1330; Ploedalmezen, 1516; Guytalmezeau, 1544; Ploutalmezauff, 1629; Ploudanmezeau, 1630; Guytalmeseau, 1636
Gerdarzh ː diasur
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
«rannet: ouzh 1: en erminoù; ouzh 2: troc'het, en glazur e bemp grizilhon lammellet en argant; ha treustellet etre aour ha gul»
|
Sturienn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ger-stur kêr Gwitalmeze a zo : « Mar kar Doue, da vat ez ay ».
- Savet eo diwar euredenn div familh eus ar c'horn-bro, ar familh Du Chatel hag ar familh Kerlec'h :
Mar car doue e oa ger-stur ar familh Du Chatel, Da vat ezay e oa hini ar re Kerlec'h.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gwitalmeze a zo ur barrez kozh a oa savet diwar Gwitalmeze, Sant-Pabu ha Lambaol-Gwitalmeze a-vremañ.
- Ar bourk kozh a oa lec'hiet e kêriadenn Gwitalmeze-Gozh hag a oa dindan Eskopti Leon.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Jean Goret e anv, hag an tri c'hure, Joseph Pondaven, François Pelleteur ha Laurent Crenn[2].
- E-kerzh ar Dispac'h Gall eo bet dibennet maer Gwitalmeze (an Ao. Barbier) e Brest d'ar 17 a viz Ebrel 1793.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Eil brezel-bed : d'an 30 a viz Kerzu 1942 e kouezhas ur c'harr-nij B-17F-10-BO (anvet "Short Snorter", marilhet 41-24449 ha kodet LL-B) eus aerlu ar Stadoù-Unanet (United States Army Air Forces) e Porsal e Gwitalmeze gant dek den en e vourzh; daou anezhe a voe lazhet, ne voe ket adkavet ar c'horfoù all[3].
- D'ar 16 a viz Meurzh 1978 ez eo aet al lestr Amoco Cadiz d'ar strad e-tal Porsal, gantañ 232 182 donenn a betrol.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[4].
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E distro-skol 2022 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 106 skoliad (14,6 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[5]
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dolmen Guilliguy, e Portsall
- Krugell-vein Enez Karn
- Peulven bolzek Sandrione
- Peulven plasenn ar Gezeg
- Iliz sant Pêr (XVIIIvet-XIXvet)
- Iliz Itron-Varia ar Skapular (1895-1921-1956)
- Chapel sant Elar, e Kerdanou (XIXvet)
- Maner Kereunou (XVvet)
- Maer Lestremeur (XVvet-XIXvet)
- War ar porzh e kaver eor ar vag gwallvrudet Amoco Cadiz, a oa aet d'ar strad d'ar 16 a viz Meurzh 1978 e-tal Porsal.
- E kumun Gwitalmeze emañ Enez Karn.
- Bezioù-brezel ar C'hommonwealth e bered ar gumun
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
![]() |
1 (Tirlu), dianav |
![]() |
3 (Aerlu) |
![]() |
4 (Aerlu) |
Hollad | 8 |
Ar 7 karrnijour a varvas e-pad an Eil Brezel Bed, hini an tirlu a voe kavet er mor e miz Gwengolo 1918, e-pad ar Brezel-bed kentañ[6].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
27 Du 1791 | 16 Meurzh 1793 | François Barbier | Noter | |
16 Meurzh 1793 | 23 C'hwevrer 1794 | Gilbert-Jean Carof | ||
23 C'hwevrer 1794 | 8 Kerzu 1795 | Pierre Jaouen de Lestrémeur | ||
8 Kerzu 1795 | 1800 | Guillaume Balc’h | Noter | |
1800 | 1807 | Yves Guéguen | ||
1807 | 1815 | Jacques Riou | ||
1815 | 1817 | Joseph Le Balc’h | Noter | |
1817 | 1828 | Rosec-Maisonneuve | ||
1828 | 1835 | Jean-Vincent Colin | ||
1835 | 1840 | Rosec-Maisonneuve | ||
1840 | 1864 | Alexis Julien | Noter | |
1864 | 1898 | Bénoni Guillard | Noter | |
1898 | 1942 | Jules Fortin | Alvokad, mab-kaer ar maer a-raok | |
1942 | 1944 | Jean Carof | ||
1944 | 29 Ebrel 1945 | François Kerleroux | Prezidant an Dileurierezh Ispisial | |
29 Ebrel 1945 | 1956 | Jean Caraes | ||
1956 | 19 Mae 1961 | François Squiban | ||
19 Mae 1961 | 18 Meurzh 2001 | Alphonse Arzel | UDF | |
18 Meurzh 2001 | e-kerzh | Marguerite Lamour | UMP | |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Alphonse Arzel (1927-2014), politikour bet maer eus Gwitalmeze etre 1961 ha 2001, ha senedour.
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Barbier / Bar Ver,
aotrounez Kernatoux |
En argant e ziv dreustell en sabel |
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | abaoe |
---|---|---|
![]() |
Cullompton (Devon) | 1977 |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (br) (fr) lec’hienn ar gumun
- (br) Gwitalmeze war lec'hienn Geobreizh
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Embannadurioù Flohic : Le Patrimoine des communes du Finistère. 1998
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée. ArMen. 1990
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 42
- ↑ Pertes USAAF Finistère
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek
- ↑ Commonwealth War Graves Commission