Mont d’an endalc’had

Enez Karn

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn inizi Breizh ha Gwitalmeze ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Enez Karn
An enez gwelet eus an douar-bras. Gwelet a reer mat ar c'harn warni.
An enez gwelet eus an douar-bras. Gwelet a reer mat ar c'harn warni.
Anv(ioù) all Karn
Anv gallek Île Carn
Geografiezh
Lec'hiadur Mor Breizh (Meurvor Atlantel)
Daveennoù lec'hiañ 48° 35′ N, 4° 42′ K
Gorread 0,015 km²
Lein uhelañ 18 m (ar c'harn)
Geologiezh Enez kevandirel
Melestradurezh
Bro Breizh
Bro hengounel Bro-Leon Bro-Leon
Departamant  Penn-ar-Bed
Kumunioù Gwitalmeze
Poblañs
Poblañs 0 ann.
Titouroù all
Dizoloadenn Ragistor
Gwerzhid-eur UTC+01:00

Enez Karn, pe Karn[1][2], zo un enezennig tost d'an douar-bras e Mor Breizh, e kumun Gwitalmeze. Pa vez tre e c'haller mont betek enni war droad.

Pont traezh pe Pont Karn[3] a reer eus an erv draezh a stag an enezennig ouzh an douar-bras pa vez izelvor.

War an enezenn ez eus ur c'harn ragistorel, savet war-dro 4 200 vloaz a-raok J.-K[4]. En amzer-hont e oa izeloc'h live ar mor ha stag e oa an enezenn ouzh an douar-bras. E 1954 e oa bet addizoloet an hini gentañ eus an teir c'hambr zo er c'harn. Savet e voent evit beziañ tud varv moarvat. Hervez ar pezh zo bet kavet enno gant ar furcherien e oa bet implijet ar bezioù-se betek ar bloaz 2 500 a-raok J.-K.

Kontañ a reer e oa ur c'hastell gwechall war an enezenn. Ar c'hastell-se a oa d'un aotrou, Roue Karn, a oa gantañ divskouarn marc'h. Digenvez e veve-eñ ha gervel a rae tud yaouank eus an douar-bras evit troc’hañ e vlev hag e varv. Met morse hini ebet ne zeue en-dro. Lazhet e vezent holl gantañ, ur wech m'o doa gwelet e zivskouarn. A-benn ar fin e voe lazhet an aotrou gant un troc'her-blev a droc'has dezhañ e c'houzoug gant e aotenn, kentoc'h eget bezañ muntret eñ ivez, evel e ziaraogerien[5]. Ar vojenn-se a reer anezhi, e lec'hioù all e Breizh, mojenn ar Roue Marc'h.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • L'île Carn, dindan renerezh Hervé Jézéquel, Créaphis Editions, 2002, 252 bajenn
  1. Per Pondaven ha Mikael Madeg, Renabl anoiou lehiou arvor Bro-Leon. Goueled Leon : levrenn 2 : Etre an Aberig hag an Aod Vraz Lambaol : Gwitalmeze, Lambaol, Emgleo Breiz
  2. "Enez Karn" pe "Karn" hervez KerOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg)
  3. Per Pondaven ha Mikael Madeg, Renabl anoiou lehiou arvor Goueled Leon : levrenn 2. Gwitalmeze, Lambaol
  4. L'île Carn, lec'hienn kumun Gwitalmeze (e galleg)
  5. Mojenn Enez Karn e lec'hienn kumun Gwitalmeze (e galleg)
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.