Sieg

Eus Wikipedia
Enez Sieg, gwelet eus an douar-bras

Enez Sieg[1] zo un enezenn war aod Bro-Leon, e kumun Santeg, er mervent da enez Vaz.

Dont a rafe an anv « enez Sieg » eus « enez Hieg », diwar anv ur sant iwerzhonat, « sant Hieg »[2]. En em astenn a ra an enezenn a reter da gornôg, a-hed ur c’hilometr, war ur gorread 18 hektar. Pa vez tre e vez stag ouzh an douar-bras war-bouez un erv draezh, a reer anezhi "Pont an Enez"[3]. Abaoe 1975 n’eus mui den ebet o vevañ eno a-hed ar bloaz, met labouret e vez an douar c’hoazh, e parkeier al lodenn norzh eus an enezenn.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad pell ez eus bet tud o vevañ en enez Sieg. Roudoù tud a-leizh zo bet kavet : mein benet implijet er ragistor evel binvioù, tammoù podoù pri eus mare ar C’halianed... Aspadennoù un ti-gward a weler c’hoazh : savet e voe da vare Vauban da zifenn aodoù Santeg diouzh tagadennoù ar Saozon hag adimplijet e voe gant an Alamaned e-pad an Eil Brezel-bed. N’eus mui roud ebet avat eus ar chapel a oa gwechall, gouestlet da sant Hieg.

Er c’hantvedoù tremenet e oa peizanted ha pesketaerien o chom e Sieg. Ur skol a voe evit bugale an enezenn etre 1887 ha 1943. Ur porzh a oa er mervent, e-kichen al lec’h ma oa an ti-gward. Er porzh-se, gwarezet gant ur sav-mein savet e 1880 hag aet en ur stad fall hiziv, e veze dilestret sardin ha bezhin.

Gant ar sardin e veze degaset labour da dud an enez : er XVIIIvet kantved e oa 4 gwaskerell da lakaat sardin e tonelloù koad a veze kaset da werzhañ e Breizh a-bezh ha pelloc’h c’hoazh. E 1865 e voe digoret ul labouradeg da lakaat sardin e boestoù-mir, un doare da virout ar boued a oa bet nevez-ijinet gant Nicolas Appert. Betek ar bloavezhioù 1950 e oa bigi sardineta e Sieg. Un nebeud bigi a vez c’hoazh oc’h eoriañ er porzh bremañ, bigi-plijadur muioc’h-mui.

Ar sav-mein e beg kornôg an enezenn, e 2007

Bezhina a oa un obererezh a bouez ivez : dastumet e veze bezhin gant bigi pe diwar an troad, d’an izelvor. Devet e vezent e fornioù kleuziet en douar evit tennañ anezho ar « soud » a veze gwerzhet da labouradegoù.

E-pad ar Brezel-bed Kentañ e voe bac’het e Sieg tud a orin alaman hag aostrian, pe eus Elzas-Loren, a oa o vevañ e Bro-C’hall a-raok deroù ar brezel hag a oa bet harzet gant ar polis da neuze[4].

E-pad an Eil Brezel-bed e voe distrujet an darn vrasañ eus an tiez ha serret e voe ar skol e 1943. Rankout a reas an annezidi mont da vevañ d’an Dosenn,war an douar-bras. Adimplijet e voe an ti-gward gant an arme alaman ha lakaet kanolioù nevez ennañ. Alese e c’halle ar soudarded alaman eveshaat an aod etre Enez Vaz ha Ploueskad[5].

Goude ar brezel ne c’houlennas ket an enezourien dont en-dro da Sieg, war-bouez ur familh labourerien-douar a chomas da vevañ en enez betek 1975. Bremañ n’eus mui nemet daou di e Sieg, an ti-feurm-se hag un ti-hañv, savet dirak ar porzh.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Histoire de l'île de Sieck, gant Jean-Claude Le Goff, 1996.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. "An Enez Sieg", "an Enez", pe "Sieg" hepmuiken a reer anezhi e brezhoneg ar c'hornad, hervez Renabl anoiou lehiou Arvor Gorre Leon - Sibiril, Santeg, Plougouloum, M. Madeg ha P. Pondaven, 2004, p. 81
  2. Dictionnaire des noms de lieux bretons, A. Deshayes, 1999, p. 351 ha Dictionnaire des prénoms celtiques, A. Deshayes, 2000, p. 159
  3. Renabl anoiou lehiou Arvor Gorre Leon - Sibiril, Santeg, Plougouloum, p. 79
  4. Jean-Noël Grandhomme, Les Alsaciens-Lorrains dans les camps d'internement du Finistère (1914-1919), Annales de Bretagne et des Pays de l'Ouest, levrenn 109, 2002, niv. 4, p. 164-175.
  5. La destruction de l'île de Sieck, Ouest France, 15 a viz Ebrel 2002

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.