Annales de Bretagne et des Pays de l'Ouest

Eus Wikipedia

An Annales de Bretagne et des Pays de l’Ouest, a oa anvet Annales de Bretagne betek 1974, zo ur gelaouenn c'hallek trimiziek savet evit embann labourioù enklask gant istorourien diwar-benn Breizh ha broioù kornaoueg Bro-C'hall.

Savet e voe ar gelaouenn Annales de Bretagne e 1886, gant kelennerien eus Skol-veur Roazhon : renet e oa neuze gant dean Kevrenn al Lizhiri hag en ul lodenn eus ar gelaouenn, anvet « Chronique de la Faculté », e veze embannet goulennoù an arnodennoù, evel re ar vachelouriezh. Adalek 1892, ha betek 1963, e kaved er gelaouenn ar meneg « publiée avec la collaboration de MM. les Archivistes des cinq départements de Bretagne » (embannet gant kenlabour diellourien pemp departamant Breizh).

Adalek 1898 e voe renet gant Georges Dottin, kelenner keltieg, ha dean Kevrenn al Lizhiri adalek 1911. Neuze e voe paouezet gant ar rubrikenn anvet « Chronique de la Faculté » ha graet e voe lec'h da bennadoù a rente kont eus levrioù istor. Etre ar bloavezhioù 1950 hag ar bloavezhioù 1970 e oa gouestlet pep hini eus an niverennoù trimiziek d'un dachenn enklask disheñvel ha bep bloaz e veze peder levrenn diwar-benn an « Arkeologiezh », al « Lennegezh », an « Istor » hag ar « Brezhoneg ».

War dachenn ar brezhoneg hag ar studioù keltiek ez eus bet embannet pennadoù gant tud evel Fañch an Uhel, Joseph Loth, Frañsez Vallée, Adolphe Orain, Anatol ar Braz, Émile Ernault, Arthur Le Moyne de La Borderie, Pêr ar Rouz, Georges Dottin, Joseph Vendryes, Iwan an Diberder, Maurice Duhamel, Francis Gourvil, Yeun ar Gow, Jean-Michel Guilcher, Frañsez Falc'hun, Pêr Trepos, Léon Fleuriot, Gwennole ar Menn, Pierre-Yves Lambert, Donatien Laurent, Charlez ar Gall...

Goude ma oa bet savet Skol-veur Roazhon 2 Breizh-Uhel e 1969, e veze embannet ar gelaouenn gant an Institut Armoricain de Recherches Historiques, aet bremañ d'ar Centre de recherches historiques de l'Ouest (CeRHIO, UMR 6258 CNRS). Abalamour d'an diaesterioù arc'hant e oa bet adsavet ar gelaouenn, meret abaoe 1974 gant ur "gevredigezh evit embann an Annales de Bretagne et des Pays de l’Ouest", diazezet e meur a skol-veur, hini Roazhon 2 hag ivez hini Brest, hini Naoned, hini Teurgn, hini ar Maine ha hini Añje. Abaoe ez eus deuet kelennerien eus skol-veur an Oriant, hini Poitiers ha hini ar Roc'hell ouzhpenn.

Gallout a reer lenn danvez ar gelaouenn enlinenn e meur a lec'hienn.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]