Enez-Vriad
Enez-Vriad | ||
---|---|---|
![]() Porzh Kloz. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Île-de-Bréhat | |
Bro istorel | Bro Sant-Brieg – Goueloù | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Sant-Brieg | |
Kanton | Pempoull | |
Kod kumun | 22016 | |
Kod post | 22870 | |
Maer Amzer gefridi | Olivier Carré 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | hini ebet | |
Bro velestradurel | Bro Treger ha Goueloù | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 377 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 130 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 26 m bihanañ 0 m — brasañ 34 m | |
Gorread | 2,90 km² | |
kemmañ ![]() |
Briad pe Enez-Vriad a zo ur gumun eus kanton Pempoull, e Bro-Oueloù hag e departamant Aodoù-an-Arvor e Breizh.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].
Ya d'ar Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'an 19 a viz Kerzu 2009 e oa bet votet live 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv enezenn vrasañ enezeg Briad a zo dirak aod Breizh etre genoù an Trev ha bae Sant-Brieg, nepell diouzh Plaeraneg, er su, ha Pempoull, er reter, eo ivez. Tachenn ar gumun a zo enni ivez ur bern reier hag enezennoùigoù tro-dro.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kavet e voe merkoù annezadur eus an neolitik.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 31 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 3,05 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'ar 16 a viz C'hwevrer 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17F (marilhet 42-2967 ha kodet PU-G) eus aerlu ar Stadoù-Unanet (United States Army Air Forces) e donvor Enez-Vriad gant unnek milour en e vourzh; lazhet e voe e unnek nijour, ne voe adkavet korf ebet[4].
- D'ar 5 a viz Eost 1944 e kouezhas un nijerez Spitfire eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force') en Enez Vriad[5].
- Mervel a reas trizek den ag ar gumun a varvas abalamour d'ar brezel[3].
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel Indez-Sina: ur soudard eusar gumun a varvas e 1951.
Sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- En Enez-Vriad e oa bet troet ar film Les Enfants du naufrageur gant ar filmaozour gall Jérome Foulon adalek miz Mae 1991.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Monumant ar re varv.
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
![]() |
4 (Morlu) (3 anezhe chomet dianv) |
Hollad | 4 |
Marvet int e-pad an Eil brezel-bed[6].
Tudoniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Boas e oa an dud paour da lakaat kaoc'h-saout da sec'hañ pa n'o doa ket koad d'ober tan.
Emdroadur ar boblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
abaoe 1793

abaoe 1962
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud dibar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jacquette de Bretagne, itron Briad, merc'h Arzhur III (dug Breizh), pried Arthur Brécart, skoedour Arzhur III, konetabl Roazhon ha kabiten Mervent, ar Coudray-Salbart ha Sant-Albin-an-Hiliber. He ardamezioù voe dibabet evel re enez Vriad.
- Colette (1873-1954) zo bet o chom ur prantad amzer en enez Venniged e ti ur mignon.
- Marc Chagall (1887-1985) en deus livet e 1924 Ar prenestr war Enez Vriad, miret e Kunsthaus Zurich[8].
- Bernard Buffet (1928-1999), livour.
- Erik Orsenna (°1947), skrivagner bet graet e annez eno e-pad un toullad bloavezhioù.
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ 3,0 ha3,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Pertes USAAF Finistère
- ↑ Pertes RAF
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ EBSSA
- ↑ Dastumad Marc Chagall er Vereinigung Zürcher Kunstfreunde.
|
![]() |
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |
Rummadoù:
- Enez-Vriad
- Inizi Bro-Oueloù
- Inizi Breizh
- Kumunioù Aodoù-an-Arvor
- Kumunioù Bro Sant-Brieg
- Kumunioù Bro-Oueloù
- Parrezioù ezklozet Eskopti Dol
- Ar Brezoneg er Skol
- Bezioù-brezel ar C'hommonwealth en Aodoù-an-Arvor
- Nijerezioù ar C'hommonwealth aet d'ar strad e Breizh e-pad an Eil brezel-bed
- Nijerezioù SUA aet d'ar strad e Breizh e-pad an Eil brezel-bed