Pempoull
Pempoull | ||
---|---|---|
Gwel hollek adal tour Kerroc'h e Plaeraneg. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Paimpol | |
Bro istorel | Bro Sant-Brieg – Goueloù | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Sant-Brieg | |
Kanton | Pempoull (pennlec’h) | |
Kod kumun | 22162 | |
Kod post | 22500 | |
Maer Amzer gefridi | Fanny Chappé 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Treger ha Goueloù | |
Lec'hienn web | Lec'hienn an ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 7 142 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 302 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 50 m bihanañ 0 m — brasañ 86 m | |
Gorread | 23,61 km² | |
kemmañ ![]() |
Pempoull (distaget: [pɛmˈpul]) a zo ur gumun eus departamant Aodoù-an-Arvor, e Bro-Oueloù e Breizh. Ur porzh bihan eo met bras eo bet e bouez e penn kentañ an XXvet kantved pa'z ae listri da vorueta da vro Island. Pennlec’h Kanton Pempoull eo.
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
"en glazur, e lestr en argant, gwisket ha sparraouezet en argant"
Hervez Régis de Saint-Jouan, ha Froger ha Pressensé, eo en aour emañ al lestr) war gwagennoù en argant |
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].
Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D’an 29 a viz Gwengolo 2008 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 1984.
- Ur skol Diwan zo ivez.
- E distro-skol 2021 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 37 skoliad ( 8,2 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez).[http://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm]
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 72 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 2,51 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'ar 14 a viz Gouere 1940 e kouezhas ur c'harr-nij Ju 88 A eus an aerlu alaman (Luftwaffe) e Pempoull ; e nijour a voe lazhet ha douaret e Plouzeniel[4],
- Dieubet e voe Pempoull d'ar 17 a viz Eost 1944 e-tro 9 eur beure gant ar 15th Cavalry Regiment eus an Task Force A eus lu ar Stadoù-Unanet[5].
- Mervel a reas 33 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[6].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar porzh.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Stêrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dont da Bempoull[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un hent-houarn zo etre Pempoull ha Gwengamp.
Eus Sant-Brieg ez eer da Bempoull:
- pe dre hent an aod, dre Vinig, Staol ha Plouha,
- pe dre hent Lannon, bet ledanaet diwar-goust ar maezioù, ar c'hleuzioù, hag ar gwez, daoust ma talc'her d'ober freuz c'hoazh e 2010 e-kichen Plehedel(Resisaat).
Eus Gwengamp ez eer da Bempoull:
- pe dre Bloueg hag ar Roc'h-Derrien,
- pe dre Sant-Kleve, Kemper-Gwezhenneg ha Plourivoù.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Krennlavar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Etre Pempoull ha Lokemo
Emañ gwele an Anko(ù).
Brud Pempoull[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brudet eo kêr Pempoull dre ar bed a-bezh, ha dont a ra he brud:
- eus ar morueta e penn kentañ an XXvet kantved, ha levr ar skrivagner gall Pierre Loti, Pêcheur d'Islande ; eno e voe filmet Pêcheur d'Islande (film), 1916 gant ar filmaozour gall Henri Pouctal,
- eus kanaouenn Théodore Botrel, La Paimpolaise, bet drevezet gant ar sizhunieg gall Le Canard enchaîné diwar-benn taolioù an FLB,
- eus Gouel Kan ar Vartoloded a vez eno bep daou vloaz e-pad an hañv hag a sach touristed eus Europa ha bagoù eus ar bed.
Sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Sinema[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- etre ar 4 a viz C'hwevrer hag an 23 a viz Meurzh 1985 e vo troet ar film Le Voyage à Paimpol gant ar filmaozer stadunanat John Berry e Pempoull.
Sonerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- c'hoarigan Le Pays gant Guy Ropartz ha Charles Le Goffic
- Gouel Kan ar Vartoloded
Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Romsey | 1959 |
![]() |
Vermillion | 1992 |
![]() |
Grundarfjörður | 2004 |
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gwilherm Berthou (Kerverzhioù e anv-pluenn), skrivagner brezhonek, d'an 10 a viz Mae 1908.
- Nathalie Even, marc'hhouarnerez vreizhat, bet ganet d'ar 7 a viz Meurzh 1970 e Pempoull.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes. Département des Côtes d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général. 1990.
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ .Pertes Luftwaffe
- ↑ Éric Rondel, Les Américains en Bretagne, Éditions Astoure, 2008, pajenn 210
- ↑ Monumant ar re varv - Memorial Genweb