Mont d’an endalc’had

Enez Terc'h (Plougerne)

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn inizi Breizh ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Un enezenn all zo anvet Enez Terc'h e Plougouskant. Sellit ouzh Enez Terc'h (Plougouskant)
Enez Terc'h
Dismantroù an diazezlec'h Amerikan.
Dismantroù an diazezlec'h Amerikan.
Anv(ioù) all Enez Derc'h,
Enez an Amerikaned
Anv gallek Île d'Erc'h,
île aux Américains
Geografiezh
Lec'hiadur Mor Breizh, (Meurvor Atlantel)
Daveennoù lec'hiañ 48° 51′ 04″ N, 3° 18′ 08″ K
Gorread 12,7 ha
Geologiezh Enez kevandirel
Melestradurezh
Bro Breizh
Bro hengounel Bro-Leon Bro-Leon
Departamant  Penn-ar-Bed
Kumunioù Plougerne
Poblañs
Poblañs 0 ann.
Titouroù all
Dizoloadenn Ragistor
Gwerzhid-eur UTC+01:00

Enez Terc'h, pe Enez Derc'h, zo un enezenn e kumun Plougerne, e mervent ar gumun, etre Landeda er c'hornôg, ha Plougerne er reter, e genoù stêr an Aber-Ac'h. Enez vrasañ an aber eo.

Enez Terc'h hag inizi all Plougerne.

Lesanvet eo "enez an Amerikaned", abalamour ma voe staliet ur c’hamp enni gant arme Stadoù Unanet Amerika e-pad ar Brezel-bed Kentañ. Ur c’hamp dournijerezioù e oa. Talvezout a rae an nijerezioù-se da wareziñ al listri a zegase soudarded hag armoù eus ar Stadoù Unanet da Europa e dibenn ar brezel, a-enep tagadennoù al listri-spluj alaman. E miz Genver 1918 e voe savet barakennoù da reiñ bod da 500 soudard ha 40 ofiser. Dour ha tredan a oa er c’hamp. Savet e voe ur c’hal da dennañ an dournijerezioù e-maez ar mor evit o c’has betek karrdioù bras hag unan all evit ma c’hallje ar bigi dilestrañ an dafar a oa ezhomm evit ar c’hamp. Daoust ma ne servijas ket an diazezlec’h-se e-pad pell amzer, eo chomet al lesanv « enez an Amerikaned » betek hiziv.

E-pad an Eil Brezel-bed e voe implijet an enezenn gant an arme alaman en em stalias eno evit eveshaat an aod ha genoù an Aber-Ac'h.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.