Goulc'han Kervella

Eus Wikipedia

Goulc'han Kervella

Goulc'han Kervella
Goulc'han Kervella

Anv ofisiel Goulc'han Kervella
Lesanv(ioù) Laouig ar Meuler
Ganedigezh 4 a viz Gouere 1951
Plougerne (Breizh Breizh)
Micher(ioù) Aktour
Leurenner
Saver pezhioù-c'hoari
Rener ur strollad-c'hoariva
Stummer
Skrivagner
Pezhioù brudet Ar Basion Vras
Buhez Mikael an Nobletz
Yann-Vari Perrot
Ar Mevel Bras
Fest ar Pimoc'h
Priz(ioù) Kolier an Erminig e 1998


Goulc'han Kervella, ganet d'ar 4 a viz Gouere 1951 e Plougerne en ur familh bezhinaerien, zo ul leurenner, ur c'homedian, ur rener strollad c'hoariva hag ur saver pezhioù-c'hoari ha romantoù. Gant e strollad c'hoariva Ar Vro Bagan o deus graet berzh an arvestoù brezhonek ha gallek diskouezet da viliadoù a dud.

Emañ Goulc'han Kervella o sinañ levrioù goude pezh-c'hoari "Kof ha kof".Tregastell 2-04-2017.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kregiñ a reas gant e studioù medisin e 1969 ha sevel a reas un dezenn diwar-benn Ar medisinerezh el lennegezh vrezhonek en XIXvet hag XXvet kantved. D'ar memes koulz e oa krog da vezañ troet gant ar c'hoariva hag en doa kemeret perzh e Strollad ar Vro Bagan, un oaled evit ar re yaouank ha chomet eo e rener. E 1982 e reas e soñj mont war ar vicher komedian.

Skrivet ha savet en deus meur a bezh-c'hoari e galleg hag e brezhoneg ha kaset en deus ur pezh-mell labour evit brudañ ar c'hoariva er skolioù. Awenet eo gant istor Bro-Leon, he zud vrudet, he zud vunut hag he sevenadur, pouez ar relijion enni. Skrivet en deus levrioù brezhonek ivez evel ur buhezskrid, danevelloù ha romantoù.

Savet en deus pezhioù-c'hoari istorel pe gempred levezonet pe get gant testennoù anavezet (Barzaz Breiz, Pasion Jezuz-Krist, Mojenn Kêr-Is, Buhez Mikael an Nobletz) hag ivez pezhioù-c'hoari farsus, enno ur sell hag ur preder war emdroad kevredigezh Bro-Leon pe vBreizh a-bezh.

Koulskoude en deus leurennet Goulc'han Kervella pezhioù-c'hoari pe danevelloù an oberourien vrezhonek pennañ ivez : Tangi Malmanche, Jakez Riou, Yann-Vari Perrot, Jarl Priel, Roparz Hemon, Per-Jakez Helias, Pêr-Mari Mevel, Naig Rozmor. Lakaet en deus da dreiñ e brezhoneg pezhioù-c'hoari Anton Tchec'hov (An droug a ra ar butun), Georges Courteline (Gant aon da gaout bazhadoù), Alejandro Casona (Justis ar C'harijidor), Tristan Bernard (Laeroñsi).

Meur a wech eo bet c'hoariet ar pezhioù-c'hoari evit ar skinwel brezhonek : Meurlarjez ha Lina savet gant Roparz Hemon, da skouer.

Graet en deus Strollad ar Vro Bagan ul labour a-bouez-tre gant ar skolidi hag ar sklolajidi skoliataet gant Diwan ken e vezont boas, darn anezho diantav, da vont war al leurenn.

Kemer perzh e buhez e gornad a ra Goulc'han Kervella. Bet eo bet eilmaer Plougerne etre 1983 ha 2001 ha prezidant Mirdi ar vezhinerien.

Roet eo bet Kolier an Erminig dezhañ e 1998.

2016[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Genver e oa bet roet da c'houzout e oa prest ur romant gant Kervella da zont er-maez eus ti TES pa oa bet enebet gant Rektoriezh Roazhon ouzh an embann abalamour ma oa bet meneget anv Roparz Hemon en oberenn[1],[2]. Embannet eo bet en eil trimiziad 2016 e ti Al Liamm gant an titl : Mari-Vorgan ar Glandour.

Oberoù G. Kervella[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goulc'han Kervella o c'hoari war al leurenn e Kastellin, e miz Gouere 2009

C'hoariva[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skridoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Laenneg medisin. Al Liamm, 1985 (((Priz Langleiz]]), tezenn medisin war buhez Laenneg.
  • Lara. Al Liamm, 1989, teskad danevelloù[3] .
  • Ar chase. Al Liamm, 1980, romant.
  • Brezel ar Rigadell. Al Liamm, 1994, romant.
  • E vrennigenn ziwezhañ. An Here - Al Liamm, 1999, teskad danevelloù.
  • Yann-Vari Perrot : istor ur pezh-c'hoari, kenembannet gant Al Lanv ha Strollad ar Vro Bagan, 1991.
  • Dre ar prenestr. Al Liamm, 2006, danevelloù.
  • Pemp dorn d'ar maout, Al Liamm, niv. 357, 2006, romant polis savet asambles gant Frañsez Favereau, Yann Gerven, Stefan Moal ha Filip Oillo.
  • Aada ha Marki, (Goulc'han Kervella), Al Liamm
  • N'eus ket a garantez eürus, romant, Skol Vreizh, 2015
  • Mari-Vorgan ar Glandour, romant, Al Liamm, 2016
  • Distro Jarl eus ar brezel, romant, Skol Vreizh, 2018
  • Temptadur ar c’hloareg Frañsez, romant, Aber, 2018
  • Karantez-digarantez, teskad kevellennoù, Aber, 2020

Oberennoù all zo bet embannet gant Emgleo Breiz.

Troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

-embannet gant TES :

Pennadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Un nebeut evezhiadennoù diwar-benn ar c'hoariva brezhonek, Al Liamm niv. 193, 1979.

Enorioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1998 e voe roet Kolier an Erminig dezhañ en abeg d'e labour evit Breizh hag ar brezhoneg.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Goulc'han Kervella, Roll ar pezhioù c'hoariet gant Strollad ar Vro Bagan. In : Al Liamm, nn 245, Du-Kerzu 1987. 50 pezh-c'hoari renablet.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Goulc'han Kervella a ro e soñj diwar-benn afer e levr difennet gant an ensellerezh akademiezh, France Belu Breizh Izel, 05/02/2016
  2. Ils défendent le livre de Goulc'han Kervella, Ouest-France, 21/04/2016
  3. Dindan an titl Lara eo bet adembannet e 2002 gant An Here - Al Liamm war un dro an danevelloù a oa e Lara 1989 hag ar re a oa e-barzh E vrennigenn ziwezhañ e 1999, gant ur rakskrid gant Herve ar Bihan.