Naig Rozmor
Naig Rozmor | |
---|---|
Anv ofisiel | Anne Corre (Le Bihan hec'h anv plac'h yaouank) |
Obererezh | Barzhez, dramaourez, troourez |
Ganedigezh | e 1923 e Kastell-Paol, ![]() |
Marv | 15 a viz Meurzh 2015 e Kastell-Paol |
Yezh skrivañ | brezhoneg |
Enorioù |
|
Oberennoù pennañ | |
kemmañ ![]() |
Naig Rozmor eo anv skrivagnerez Anne Corre (da heul he gwaz) pe Anne Le Bihan (da heul he zad). Ganet eo bet e 1923 e Kastell-Paol, war aodoù Penn-ar-Bed, ha marvet d'ar 15 a viz Meurzh 2015[1] e memes kêr. Naig Rozmor eo hec'h anv skrivagnerez, savet diwar Rozmor, da heul anv he zi e Rosko. Brezhonegerez a-vihanik e oa.
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bugaleaj[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Labourerien-douar e oa he zud. He zad ne blije ket ar galleg dezhañ. Teir c’hoar he doa. Mestrez en ti e oa he mamm, ha doujet ha selaouet gant an holl e veze he mamm-gozh. Dimezet he doa he mamm gant un den a oa o chom war an aod, evit ma ne vije ket re a labour ganti er parkeier. Alies e veze ret d'ar merc'hed, er parkeier, dougen war o c’hein seier leun a vleud, a winizh pe a ed. Ne oa nemet tri levr er gêr, ha desket he doa lenn gant “Buhez ar Sent”.
D'he seizh vloaz e oa aet d’ar skol. Poan he doa o lavarout oui, ha merket eo bet gant an dra-se, rak he skolaerez a lâre dezhi e oa ret dezhi labourat da lâret oui evel an holl. Labouret he doa kalz er skol, gant ar soñj ober studioù goude. Gouzout a rae Naig e oa sikouret gant ar vistri-skol ar vugale o doa c’hoant d'ober studioù. C’hoant he doa da vezañ skolaerez, met abalamour d'an Eil Brezel-bed e oa bet ret dezhi mont da sikour er parkeier, setu n’he doa ket bet tro d’ober studioù.
Abaoe ma oa bihan-kenañ eo bet dedennet gant al lennegezh. Pa oa pemzek vloaz e oa bet goulennet diganti erlec’hiañ ur plac’h yaouank er radio e-doug ur prantadig, hag eno he doa komprenet pouezusted ar brezhoneg. Ar c'hontadennoù, an istorioù karantez hag ar c’hoariva eo ar pezh a blije dezhi ar muiañ, ha testennoù a seurt-se he deus skrivet abaoe.
Pa oa bihan e veze lâret dezhi e oa ur razpaotr rak c'hoari a rae gant paotred. Sachet e veze war he divskouarn gant he zad dre ma ne oa ket traoù d’ober a-enep da se. Met pa oa bihan, ne oa nemet paotred an amezeien a-oad ganti, setu p’he deveze c’hoant da c’hoari e ranke mont gante. Adalek he dekvet deiz-ha-bloaz e oa bet rediet da chom muioc’h gant merc’hed, da lavaret eo gant he zeir c’hoar. Aze e oa kroget da skrivañ (dre guzh) rak ne oa ket a-oad gante.
Pa oa bihan e veze fiziet kargoù enni, evel skrivañ lizheroù. Skoliataet eo bet, setu he doa muioc’h a aezamant da skrivañ. Muioc’h a fiziañs a veze roet da verc’hed hec'h amzer eget en amzer he mamm.
Oad gour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Euredet eo bet gant ur martolod e 1947. Tri bugel o deus bet : Gweltaz, Gwenaella ha Ronan. O-femp o doa beajet dre morioù ar bed. Tri bugel-bihan he deus bremañ. Kustum e oa ar merc’hed a oa o vont da zimeziñ da vont da brenañ o sae-eured asambles gant o mamm. Muioc'h a frankiz he doa bet Naig : hec'h-unan e oa aet d’he frenañ. Roet e oa bet arc’hant dezhi ha laosket da brenañ ar pezh he doa c’hoant. Evel-just e oa bet goulennet ganti chom hep dispign pep tra.
Ur vamm-gaer drouk he deus bet. Ren a rae war bep tra, betek he marv. Dont da verc’h-kaer a oa ur gwall dra evit Naig. Ne c’halle lavarout tra pa veze he mamm-gaer tro-dro. Ret e veze dezhi chom sioul ha sentiñ ouzh ar pezh e veze lavaret dezhi ober.
Skrivagnerez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pa oa bet ganet he bugale he doa ranket ober war o zro, setu ma ranke Naig skrivañ ur wech ma veze aet he bugale da gousket, da noz. Skrivet he deus bet kalz a istorioù evit ar vugale, ha barzhonegoù karantez. Tu zo da gavout he danevelloù el levr “Karantez ha Karantez” embannet gant Brud Nevez e 1977. E 1980 ez eas kentañ priz Unvaniezh Skrivagnerien Breizh gant al levr-se.
Gant skoazell Per-Mari Mevel he deus bet skrivet pezhioù-c’hoari : pemzek anezhe a zo bet embannet ha c’hoariet gant strolladoù ar vro, dreist-holl Strollad ar Vro Bagan, hag o deus bet c’hoariet anezhe en tu all da hanter-kant gwech.
Skinwel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kemeret he deus bet perzh e meur a abadenn skinwel :
- 1979 - " Embanner al ludu " - krouet gant Paol-Andre Picton
- 1982 - " Mona " - Telefilm krouet gant Paol-Andre Picton
- 1982 - "Liv an Amzer "
- 1983 - " Karantez " - Telefilm krouet gant Michel Tréguer
- 1984 - " Roi Arthur " Romant-kazetenn krouet gant Michel Tréguer
- 1985 - Diviz kaset en-dro gant Mikael Baudu, krouet gant Michel Tréguer
- 1985 - " Mistero Buffo Dario Fo ", krouet gant M.L. Abjean
- 1985 - " Chim et Chinaou, vagabonds " e Guerledan, krouet gant Jean-Luc Cheve (Priz sinematografek evit " Les moissonneurs des toits ")
- 1986 - " Une deuxième chance " - krouet gant Michel Tréguer
- 1987- " Bi ha Mari Bi ", krouet gant M.L. Abjean, graet e Bro-Saoz
- 1987 - " Avaloù Avallon ", krouet gant Michel Tréguer
- 1987 - " Labour sul Labour Null ", krouet gant Goulc'han Kervella
- 1988 - Poltred al livour Yann-Berr Guiriec, krouet gant Per ar Flao
- 1988 - Istorioù Nedeleg
- 1988 / 89 - " Ulysse 31 ", doublaj ar romant-kazetenn
- 1989 - " Ar bank Oaled ", krouet gant M.L. Abjean
- 1989 - " Barzaz Breiz ", krouet gant Dirk Sanders
- 1990 - " An Daol Grenn ", krouet gant M.L. Abjean
- 1990 - " Super Breiz ", krouet gant M.L. Abjean
- 1991 - " Ar galouper ", krouet gant M.L. Abjean
- 1991 - " E Pluennig ", krouet gant M.L. Abjean
- 1992 - " Ar Goulenn Dimezi ", krouet gant M.L. Abjean
- 1988-1990 - " Tavarn ar Vretoned ", 20 telefilm, krouet gant M.L. Abjean
- 1993 - Kemer perzh e "Thalassa ", krouet gant M. Cohen
- 1994 - " 'La mort en Bretagne ", krouet gant M.L. Abjean
- 1995 - " La Nécessité Unique ", war tem ar marv e Breizh, krouet gant René Caron, graet e kastell Keryann.
- " Vent d'Ouest ", krouet gant Jacques Paugam - diviz war stad ar maouezed e Breizh.
- Meur a wech he deus bet kemeret perzh e divizoù, sketchoù, kronikoù lennegel ha sokio-sevenadurel, gant Franco Calafurdi, Alain Bienvenue, Youenn Gwernig, Per ar Flao, Mikeal Treger, M.L. Abjean, Fañch Broudig.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Meur a istor hag a bezh-c'hoari embannet er c'helaouennoù Bleun Brug ha Brud Nevez
- " Kant istor farsuz " ( adembannet : "Istorioù farsuz".
- 1977 - "Karantez ha karantez", barzhonegoù (Brud Nevez 1977)
- 1980 - Priz ar barzhoneg e brezhoneg (Skrivagnerien Vrezhonek)
- 1981 - "Pezhioù-c'hoari nevez", pezhioù-c'hoari gant kenskoazell Pierre-Marie Mével, I, II ha III (Brud Nevez 1981)
- 1986 - " Sacré Tangi Bihan ", pezh e galleg
- 1987 - "War roudou Alanig al Louarn", istorioù (Emglev Breiz-Bleun Brug 1987)
- 1989 - "Trubuilloù ur Johnny war e vloavez kenta" (Emglev Breiz-Bleun Brug 1989)
- 1994 - "Evel un tantad"
- 1996 - "Ar Mestr", pezh-c'hoari, drama wirion
- Meur a droidigezh, en o zouez "L'offrande lyrique et la corbeille de fruits" skrivet gant Rabindranath Tagore
- "An Ograou Strink " e Minihi Levenez, un dastumad barzhonegoù
- 1997 - " Ma vez mad ar cheñch "
- 1997 - Troidigezh un dastumad bedel a varzhonegoù e yezhoù minorelezhioù, gant un tamm kentañ deuet er-maez e 1997 e brezhoneg hag e galleg, gant an titl " Mondo cane " - " Monde de chiens "
- 1998 - Ar Johniged ( Emgleo Breiz )
- 2001 - " Le monde des Léonards " - Gant kenskoazell Anna Guillou, sokiologourez
- 2002 - " Johniged an Hilda", pezh-c'hoari
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ « Aet eo kuit Naig Rozmor d'an anaon », Fanny Chauffin, Agence Bretagne Presse, 15 a viz Meurzh 2015. Seizh Info
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ul lec'hienn diwar-benn Naig Rozmor
- Ul lec'hienn diwar-benn Mondo Kane
- Setu un atersadenn gant N. Rozmor e-lec'h ma tispleg perak n'eo ket aet da labourerez-douar. [1]