Priz Imram
Neuz
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar Priz Imram zo ur pril lennegel savet e 1984 e Sant-Maloù gant Annaig Renault evit enoriñ oberenn ur barzh brezhonek. Roet e vez bep bloaz d'an donezonad da-geñver an Emgavioù barzhoniezh e Sant-Maloù aozet gant Ti etrebroadel ar varzhoniezh.
Koulskoude ne vez ket roet atav da dud o deus skrivet barzhoniezh: roet eo bet da ganerien, ha da bolitikerien.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra anv ar priz diwar hini ar barzhoneg hir savet gant Maodez Glanndour en deus resevet ar garedon er bloaz kentañ.
Roll loreidi ar Priz Imram
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1984 - Maodez Glanndour, barzh brezhonek
- 1985 - Yann-Ber Piriou, barzh brezhonek
- 1986 - Bernez Tangi, barzh brezhonek
- 1987 - Naig Rozmor, barzhez
- 1988 - Ronan Huon, barzh brezhonek
- 1989 - Goulc'han Kervella, den a c'hoariva
- 1990 - Gwendal Denez, barzh brezhonek
- 1991 - Fañch Peru, barzh brezhonek
- 1992 - Youenn Gwernig, barzh brezhonek
- 1993 - Pêr ar Bihan, barzh brezhonek
- 1994 - Yann-Fañch Kemener, kaner
- 1995 - Anne Auffret, kanerez
- 1996 - Pêr Denez, barzh brezhonek
- 1997 - Tudual Huon, barzh brezhonek
- 1998 - Anna Mouradova
- 1999 - Annaig Renault, barzhez ha romantourez vrezhonek
- 2000 - Alan Botrel, barzh brezhonek
- 2001 - Lan Tangi, barzh brezhonek
- 2002 - Tugdual Kalvez, barzh brezhonek
- 2003 - Reun ar C'halan, barzh brezhonek
- 2004 - Nolwenn Korbell, kanerez
- 2005 - Daniel Doujet, aozer sonioù
- 2006 - Alan Stivell, kaner
- 2010 - David ar Gall, kelenner
- 2011 - Mai-Ewen, barzhez ha skrivagnerez vrezhonek
- 2012 - Lena Louarn[1], politikerez
- 2013 - Youenn Kervalan, barzh ha skrivagner brezhonek
- 2014 - Paskal Tabuteau, barzh ha skrivagner brezhonek