Mont d’an endalc’had

Nolwenn Korbell

Eus Wikipedia
Nolwenn Korbell
Nolwenn Korbell en Ty théâtre e Gouenac'h

Ganet 3 a viz C'hwevrer 1968
Kemper - Breizh
Micher(ioù) Kaner-sonaozer, barzhez, aktourez, eilmouezhierez
Doare(où) Sonerezh Breizh
Doare mouezh soprano
Benveg(où) Gitar
Bloavezhioù oberiant Abaoe 1984
Label(ioù) Coop Breizh
Lec'hienn ofisiel http://www.myspace.com/nolwennkorbell

Endro Soïg Sibéril, Didier Dreo

Nolwenn Korbell, Nolwenn Corbel er marilhoù-kêr, bet ganet e Kemper d'an 3 a viz C'hwevrer 1968, a zo ur ganourez eus Breizh, ur varzhez-saverez kanaouennoù hag un aktourez vrezhonegerez stummet e Kembre, un arzourez klok dre he liesvarregezh. C’hoariet he doe e-barzh kentañ film hir brezhonek. Kan a ra e brezhoneg, galleg, saozneg, kembraeg, alamaneg, ha, pa voe tro, e rusianeg pe [[[serbeg]] hag ukraineg. Eilmouezhiet he deus meur a film adalek ar saozneg hag ar galleg. Tapet he deus meur a briz evit he obererezhioù.

En he familh, e Douarnenez ha Poullan, ne veze komzet nemet brezhoneg ha kan ha sonerezh a voe e meur a zegouezh. Desket he deus bet ar galleg er skol. Heuliañ a rae he mamm Andrea ar Gouilh, ha hi ur ganourez vrezhonek vrudet,[1], e troiadoù sonadegoù dre ar broioù keltiek. Tro klevout tud eus Bro-Gembre, Iwerzhon ha Bro-Skos o kanañ en o yezh he doa bet alies. He zad, Herve Korbell a zo soner bagadoù hag emsaver ez-foran.
Kentelioù c'hoariva he doe heuliet e MJC Douarnenez. 1- vloaz e oa-hi pa c'hoarias e sketchoù e-pad " La Nuit des Raouls ", un adsevel fentus eus Nozvezhioù ar Cesar. Remerket e voe gant Youenn Gwernig, rener an abadennoù brezhoneg war Frañs 3 Kornôg.
Aet da Roazhon evit ober studioù war ar yezhoù (alamaneg, brezhoneg ha kembraeg) e troas muioc’h-mui war-zu ar c’hoariva hag ar c’han e Skol an Arz dramael Roazhon. Goude-se e vevas etre Breizh ha Kembre er bloavezhioù 1991-1999. Du-hont e c’hoarias pezhioù-c’hoari hag e kanas asamblez gant ar strollad sonerezh folk-rock "Bob Delyn a’r Ebillion ».
E 1997 e kemeras perzh gant abadenn bennañ Kan ar Bobl.
Kroget he doe gant ar c’hoari (filmoù ha c’hoariva brezhonek) a-raok mont war-zu ar c’han ouzhpenn. Sevel a ra ivez he c'hanaouennoù liesseurt o awen. Un aktourez (sinema, c'hoariva ha skinwel), kinnigourez er skinwel, ha kanourez ivez er strollad kembraek Bob Delyn a'r Ebillion, asammblez gant Twm Morys, he c’henseurt ha tad he mab.

C’hoari a ra e brezhoneg, galleg pe saozneg ha meur a wezh e kan e kreiz an abadenn.

Eilmouezhierez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Galvet e oa bet gant Youenn Gwernig ha Frañs 3 Kornôg e 1984 evit eimouezhiañ ur fiñvtresadenn yaouankiz kembraek, ha hi yaouank c’hoaz. Labouret he deus kalz gant Dizale evit eilmoezhia~~e brezhoneg degadoù a film evit Frañs 3 Kornôg.

Nolwenn Korbell ha Soïg Sibéril er Celtic Connections 2007.

N'eo ket echu (2003, Coop Breizh)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Ur wech e vo
  2. Padal
  3. Ma c'hemenerez
  4. Glav
  5. Y byd newydd
  6. Son ar plac'h n'he doa netra
  7. Luskell ma mab
  8. A-dreuz kleuz ha moger
  9. Deuit ganin-me
  10. Sant ma fardon

Bemdez c'houloù (2006)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Bemdez c'houloù
  2. Termaji
  3. Dal
  4. Valsenn Trefrin
  5. News from town for my love who stayed home
  6. Yannig ha Mai
  7. Pardon an Dreinded
  8. Dafydd y garreg wen
  9. Un petit navire d'Espagne
  10. Olole

Red (2007, Coop Breizh)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Asambles gant ar gitarour Soig Sibéril
  1. Bugale Breizh
  2. Valsenn trefrin
  3. Billy
  4. Sant ma fardon
  5. Gourin
  6. Padal
  7. Anna
  8. Bemdez choulou
  9. Daoulamm ruz
  10. Kanaouenn Katell
  11. Turn turn turn
  12. Yannig ha mai
  13. Glav
  14. News from town for my love who stayed home

Noazh (2010, Coop Breizh)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Blues Ar Penn Sardin
  2. Hir
  3. Mad Love
  4. Aet Oan
  5. An Dud
  6. Don't Try
  7. Anna
  8. Je Voudrais
  9. Kuit
  10. One More Day
  11. Misjac Na Nebi
  1. Avel viz
  2. Awen
  3. N’on ket
  4. Darling ar poull
  5. Me no like
  6. Sparlet
  7. Amour Kerne
  8. If
  9. Piv
  10. Laret vez
  11. Simple
  12. An den
  13. Traoù gwir’'

Sinema ha skinmediaoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • Kolier an Erminig 2016
  1. Desket ar brezhoneg a-vihannik gant houmañ e Pluguen.