Mont d’an endalc’had

Youenn Gwernig

Eus Wikipedia
Youenn Gwernig
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs, Stadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denYouenn Gwernig Kemmañ
Anv ganedigezhYves Louis René Guernic Kemmañ
Anv-bihanYves, Louis, René Kemmañ
Anv-familhGuernic Kemmañ
Deiziad ganedigezh5 Her 1925 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSkaer Kemmañ
Deiziad ar marv29 Eos 2006 Kemmañ
Lec'h ar marvDouarnenez Kemmañ
BugelGwenola Gwernig Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg, brezhoneg, saozneg Kemmañ
Micherbarzh, kaner-sonaozer, skrivagner Kemmañ
Tachennsonerezh folk Kemmañ
Prizioù resevetPriz Langleiz Kemmañ
Dileuriad ar gwirioù a aozerSociété des Auteurs, Compositeurs et Editeurs de Musique Kemmañ

Youenn Gwernig (1925 e Skaer - 2006 e Douarnenez, Yves Guernic e marilh ar boblañs) a oa ur c'haner, ur barzh hag ur skrivagner e brezhoneg dreist-holl, met e saozneg hag e galleg e kane ivez.[1]. Soner, produer skinwel ha kizeller eo bet ivez. E oberenn a zo awenet gant e yezh hag e vro a orin hag ar sevenadur stadunanat, peogwir en deus bevet e New York e-pad daouzek vloaz.

Bugale ha stummerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa Youenn Gwernig d'ar 5 a viz Here 1925 e Skaer[2].

Deskiñ a reas kizellañ digant an tad Le Coz, un artizan ebenour e Skaer[3]. Deskiñ a ra ar binioù-bras[2].

Er bloavezhioù 1950 e reas anaoudegezh gant Glenmor. Hennezh en doa gourdonet anezhañ en e strollad bihan « Breizh a Gan » neuze. Ar c'hentañ strollad arvestoù e brezhoneg goude ar brezel e oa. Gantañ e voe savet Genovefa, un opera e brezhoneg[2]digomprenus.

Divroañ a reas da New York gant e wreg hag o div verc'h, Annaig ha Gwenola, e 1957. Chom a rejont daouzek vloaz eno, ha tapout a rejont ar geodedourelezh stadunanat. Dont a reas Youenn Gwernig da vezañ mignon gant ar skrivagner Jack Kerouac, penn bras ar Beat Generation.

E 1969 en em stalias e Lokmaria-Berrien[4]. Labourat a reas gant Patrick Ewen ha Gérard Delahaye[5]. E 1972 e embannas un dastumad barzhonegoù anvet An Toull en nor[6].

E 1974 e enrollas un albom kentañ, Distro ar Gelted[7]. Klask a rae kaout ur vreizhadelezh nevez, digor penn-da-benn d'ar bed[8]. E 1976 e enrollas e eil albom, E-kreiz an noz[9]. E 1982 e embannas La Grande Tribu, danevell war e vuhez er Stadoù-Unanet[10].

Pa zistroas da Vreizh e krouas ar gevredigezh Radio télé Brezhoneg, evit difenn plas ar brezhoneg er mediaoù[11]. Etre 1983 ha 1989 e oa e karg eus ar programmoù brezhonek war FR3[12]. E 1990 e teuas er-maez an albom Emañ ar bed va iliz[13].

Gounezet en deus Priz Langleiz e 1996 evit hollad e varzhonegoù[14]. Mervel a reas Youenn Gwernig d'an 29 a viz Eost 2006 e Douarnenez, d'an oad a 80 vloaz.

Bet eo bet kentañ prezidant Festival al levrioù e Breizh e 1990 e Karaez hag enoret e voe gant un diskouezadeg e 2014[15].

Tro-dro da Youenn Gwernig

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

« Youenn Gwernig a dalvez war eur skrivagner, o veza barz penn-kil-ha-troad. Skrivagner e heller dond da veza, evel ma teuer da veza prezegenner, a-bouez gouzoud ar vicher. Barz ez eur ken abred ha krouet, dre berz eun ijin guz ha ne zarempred ket ar zaliou-gwilioudi. Ha pa 'z eur ganet barz, ar blanedenn a ra deoh endalh d'en em zieubi diouz ar varzoniez evel m'en em zieub eur wezenn, ar barz ne c'hoari ket gand ar maerou-bloaz, anad eo. Ha setu perag Youenn Gwernig en em gav e stad a varzoniez vouilh euz devez kenta ar bloaz beteg hini Sant Jelvestr. N'eus netra zleet dezan evid kement-se, nemed eo kondaonet d'en em houzanv evel m'eo greet. Pebez digouez mad evidom ! »

Per-Jakez Helias[16]

  • Distro ar Gelted, LP, 1974
  • E-kreiz an noz, LP, 1975
  • Private people
  • Emañ ar bed va iliz (CD, 1990)
  • Foeter Bro / Just a traveller / Compagnon de route (CD, 1993)
  • An toull en nor (divyezhek brezhoneg-galleg), 1972
  • An diri dir (teiryezhek brezhoneg-galleg-saozneg), 1976
  • La grande tribu (romant, galleg), Grasset, 1982
  • Un dornad plu (divyezhek brezhoneg-saozneg), Al Liamm, 1997 (Priz Langleiz)
  • Appelez-moi Ange (romant, galleg), Blanc Silex, 2002
  • Kleier an trec'h, dastumadenn danevelloù skrivet etre 1964 ha 1968 ha bet embannet barzh kelaouennoù Preder hag Al Liamm, embannadurioù Al Liamm, 2015.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Pont-de-Buis lès Quimerc'h
  2. 2,0 2,1 ha2,2 https://www.francebleu.fr/emissions/toute-premiere-fois/toute-premiere-fois-la-grande-tribu-rend-hommage-youenn-gwernig
  3. https://web.archive.org/web/20250815195117/http://www.skoluhelarvro.org/culture-bretagne/ecrivains/ecrivain_biographie.php?no=410
  4. https://www.letelegramme.fr/finistere/saint-pol-de-leon-29250/a-saint-pol-de-leon-ar-vro-bagan-part-sur-la-route-avec-youenn-gwernig-le-3-juin-au-tst-264765.php
  5. https://www.ina.fr/ina-eclaire-actu/video/rxf01004239/barzonegou-yann-ber-piriou-poemes-de-yann-ber-piriou
  6. https://catalogue.bnf.fr/ark:/12148/cb351086313
  7. https://www.discogs.com/fr/master/2524717-Youenn-Gwernig-Distro-Ar-Gelted-Le-Retour-Des-Celtes
  8. http://www.letelegramme.com/ar/viewarticle1024.php?aaaammjj=20060831&article=20060831-12695312
  9. https://www.discogs.com/master/2000680-Youenn-Gwernig-E-Kreiz-An-Noz
  10. https://www.ouest-france.fr/bretagne/douarnenez-29100/hommage-youenn-gwernig-bien-vivant-grace-sa-grande-tribu-3549197
  11. https://bibliotheque.idbe.bzh/liste_theme.php?id=radio-tele-brezhoneg-rtb-2494&l=fr
  12. https://www.ouest-france.fr/bretagne/douarnenez-29100/hommage-youenn-gwernig-bien-vivant-grace-sa-grande-tribu-3549197
  13. https://www.discogs.com/release/18779470-Youenn-Gwernig-Eman-Ar-Bed-Va-Iliz
  14. https://www.letelegramme.fr/bretagne/portraits/youenn-gwernig-l-hommage-de-sa-tribu-10039.php
  15. 15,0 ha15,1 Festival du livre en Bretagne
  16. Gwernig – Le Grand Youenn
  17. Ville de Scaër
  18. Médiathèque Youenn Gwernig
  19. Bibliothèque du Finistère