Mont d’an endalc’had

Soig Siberil

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Soïg Sibéril)
Soig Siberil
Nolwenn Korbell ha Soig Siberil o seniñ e Celtic Connections 2007.

Ganet 1 a viz C'hwevrer 1955
Pariz
Micher(ioù) Soner
Kaner
Doare(où) sonerezh Breizh
Benveg(où) Gitar ha Kan
Lec'hienn ofisiel soigsiberil.com

Endro Nolwenn Korbell

Soig Siberil[1] pe Soïg Sibéril[2] a oa ur soner gitar arbennikaet war sonerezh Breizh. Ganet e oa bet d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1955 e Pariz hag aet da Anaon d'ar 5 a viz Ebrel 2025[3].

E Pariz e oa, er bloavezhioù 1970, p'en em droas ouzh sonerezh Breizh er festoù-noz, ha goude ec'h en em stalias e Breizh. Ur soner gitar e oa, unan eus an araogerien o vezañ bet lakaet ar gitar e-touesk ar binviji ret er sonerezh breton en ur implijout an toniadur DADGAD, e-giz ma raer er sonerezh iwerzhonat alies. Kanañ a rae e-unan pe gant e strolladoù. Klevet e oa bet o seniñ gant ar strolladoù-mañ : Kornog, Gwerz, Pennoù Skoulm, Den pe c'hoazh Les Ours du Scorff. Kanet ha sonet en deus ivez gant Nolwenn Korbell.

Ur soner desket e-unan e oa Soig Siberil, seniñ a rae kalz gant teknik ar finger picking. Implijout a rae ar muiañ ar gendonerezh digor (pe open tuning) DADGAD (re la re sol la re), evel Pierre Bensusan.

E 1975 ec'h enrollas Soig Siberil e bladenn gentañ gant ar strollad Sked. Kejañ a reas er memes bloavezh gant ar soner gitar iwerzhonat Michael O'Donnell a zeskas dezhañ un nebeud arvezioù eus an hesonerezh war ar gitar. Soig Siberil a lakas ar son nevez-mañ er sonerezh breton.

E 1978 e krouas ar strollad Den asambles gant Jacky Molard. E-barzh hemañ e sonent binviji hengounel gant ul lusk tredan-akoustek a-drugarez d'ar gitar. Mont a reas neuze war-du ar gitar akoustek hag en em varrekaat a reas war deknik ar gendonerezh digor, anvet ivez DADGAD.

E 1980 e kejas gant Jamie McMenemy eus Battlefield Band. Krouiñ a rejont ar strollad Kornog gant Christian Lemaître ha Jean-Michel Veillon. Kornog a sonas dre Europa ha Stadoù Unanet Amerika. Enrollañ a rejont 5 pladenn. E-pad ar mare-se en em droas Saig Siberil war-zu ar sonerezh breizhat. Krouiñ a reas skipailh Gwerz asambles gant Patrick Molard ha Jacky Molard, Erik Marchand ha Youenn Le Bihan, enrollañ a reas gante teir fladenn. E fin ar bloavezhioù 1980 e kendeuzas Gwerz ha Kornog evit krouiñ Pennoù Skoulm. Sonerezh Pennoù Skoulm a zo diazezet war sonerezh Breizh, ha binviji nevez a zeuas war-wel evel an uileann pipe, ar fleüt a-dreuz pe c'hoazh ar violoñs.

E 198?, e krouas ur strollad nevez anvet Trio Kemia, gant Fañch Le Bloas hag Alain Rouquette. E-pad an amzer-se e sone ivez gant Alain Pennec hag ar strollad La Rouchta. E-barzh ar strollad-mañ e kemeras perzh ivez ar ganerien Gilbert Bourdin, Laurent Jouin hag ar violoñsour Fañch Landreau.

E 1993 e kasas Soig Siberil da benn e bladenn gentañ, bet graet e-unan hag anvet Digor, war Gwerz-pladenn, label Erik Marchand. Seniñ a reas ivez gant ar gitarour Jacques Pellen.

E 1994 e sonas war leurennoù SUA gant ar Celtic Fiddle Festival, asambles gant Kevin Burke, Johnny Cunningham ha Christian Lemaître. Roet e voe priz Akademiezh Charles Cros dezhañ abalamour d'e bladenn Les Ours du Scorff bet kemeret perzh ennañ gantañ.

E 1996 e veajas hag e sonas er Rouantelezh Unanet gant ar Celtic Fiddle Tour. Embann a reas e eil pladenn e-unan, Entre Ardoise et Granit hag enrollañ ur bladenn nevez gant "Les Ours du Scorff". E 1997 e oa gant ar strollad Orion hag enrollañ a rejont ar bladenn Kerden. E 1999 e kasas e drede bladenn e-unan da benn, anvet Gwenojenn. C'hoari a reas gant e gamaraded sonerien : Alain Genty, Karl Gouriou, Jean-Philippe Le Coz, Bachir Mokari, Jacky Molard, Didier Squiban hag Alan Stivell. E 2000, e voe embannet ar bladenn Le retour d'Oné, gant Les Ours du Scorff, hag e 2001 ur bladenn nevez e-unan, Gitar (Coop Breizh).

E 2002, Celtic Guitar Festival (Greentrax) a voe embannet gant Tony MacManus, Alain Genty ha Steve Cooney. Kemer a reas perzh gante er CD Autour de la guitare (Polydor) war intrudu ar soner gitar Jean-Felix Lalanne. Ur bladenn nevez, Kan ha gitar (Coop Breizh), a voe embannet gant skridoù sonerezh, ha sonet ha kanet asambles gant Laurent Jouin. E 2003 e voe klevet en Olympia e-keñver ar sonadeg Autour de la guitare gant Jean-Félix Lalanne. Kemeret en deus perzh ivez e-pad ar Celtic Connection e Glasgow e krouidigezh Donald Shaw : Harvest.

E 2004, e kemeras perzh e pladenn Michael Jones : Prise et reprise. Seniñ a reas ivez war al leurenn gant Denez Prigent. Embannet en deus e ti Greentrax ar bladenn-arc'hant The clear stream e-lec'h e son Soig Siberil, asambles gant Alain Genty ha Tony McManus. E 2005, kaset en deus ar bladenn Les Ours du Scorff La bonne pêche! da benn.

  • 1994 : Les Ours du Scorff : La rouchta - (CD) - Unidisc/Auvidis
  • 1996 : Les Ours du Scorff : La Maison des Bisous - (CD) - Keltia Musique
  • 1998 : Les Ours du Scorff : Le Grand Bal - (CD) - Keltia Musique
  • 2000 : Les Ours du Scorff : Le Retour d'Oné - (CD) - Keltia Musique
  • 2005 : Les Ours du Scorff : La bonne pêche - (CD) - Keltia Musique

Pladenn war e gont e-unan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1993 : Digor - (CD) - Coop Breizh
  • 1996 : Entre Ardoise et Granit/Maen Glas - (CD) - Coop Breizh
  • 1999 : Gwenojenn - (CD) - Coop Breizh
  • 2001 : Gitar - (CD) - Naïve Records
  • 2003 : Digor live, du côté de chez Soïg - (CD) - Naïve Records
  • 2006 : Lammat - (CD) - Coop Breizh
  • 2008 : Tan Dehi, gant Lors Jouin - (CD) - Coop Breizh
  • 2009 : Botcanou - (CD) - Coop Breizh

Gant Nolwenn Korbell

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1989 : Den : Just Around the Window - (CD) - Escalibur/Coop Breizh
  • 199 : Kemia : Kemia - (CD) - Escalibur/Coop Breizh
  • 1994 : Pennoù Skoulm : Fest-Noz Breton - (CD) - Escalibur/Coop Breizh
  • 1995 : Guitares celtiques - (CD) - Sony Music
  • 1999 : Jean-Michel Veillon : Er Pasker - (CD) - Coop Breizh
  • 2010 : Bagad Gwengamp : Gwem Bronx - (CD & DVD) - Coop Breizh

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Hervez e lec'hienn internet.
  2. Anv war e bladennoù hag e skritelloù.
  3. (fr) ALIX Erwan, Le guitariste Soïg Sibéril est décédé, la musique bretonne perd une de ses grandes figures, Ouest-France, 06/04/2025