Les Ours du Scorff
Neuz
Les Ours du Scorff
Tachenn | sonerezh Breizh ![]() |
---|---|
Label sonerezh | Keltia musique ![]() |
Lec'hienn ofisiel | http://www.lesoursduscorff.net ![]() |
Les Ours du Scorff zo ur strollad kanerien c'hallek ha sonerien a Vreizh, krouet e 1993, ha 5 paotr ennañ. Kanaouennoù gallek a savont evit ar vugale, hag e 1994 e oa bet embannet o fladenn gentañ, anvet « Les ours du Scorff ». O muzik a zo levezonet mat gant un awen breizhek ha keltiek.
Sonerien : 5 den disheñvel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sede pemp den ar strollad:
- Gilbert Bourdin, lesanvet Gigi gant e vignoned, a zo ganet e Gwened. Kroget eo gant ar sonerezh pa oa yaouankik. Gantañ eo bet savet ar strollad, ha gantañ e vez savet ar c'hanaouennoù.
- Fañch Landreau, ganet e Trentemoult e-barzh ur familh sonerien, bioliner ha kaner eo.
- Laurent Jouin, ganet e Pariz. Desket en deus brezhoneg e Bro-Wened. Kaner eo ha saver kanaouennoù ivez.
- Soïg Sibéril, ganet d’ar c’hentañ a viz Chwevrer 1953, gitarour brudet, a son gant Nolwenn Korbell ivez.
- Jacques Yves Rehault, gitarour, soner banjo ha biolin. Sonet en deus gant Philippe Tosor, bioliner brudet.
C’hoari ha kanañ a reont asambles abaoe 1993. C'hwec'h pladenn o deus graet dindan 16 vloaz. Lavaret ez eus bet e tenne o zestennoù da reoù ar c'haner gallek Boby Lapointe. Ur stil un tamm eus Iwerzhon eo mesket gant ur stil gall.
Roll ar pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1994 : Les ours du Scorff
- 1995 : La maison des bisous
- 1998 : Le grand bal
- 2000 : Le retour d'Oné
- 2002 : Le plus-mieux
- 2005 : La bonne pêche