Kornôg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kornog)
Kornôg
pevar avel, points of the compass
Rann euspevar avel, points of the compass Kemmañ
Enebet ouzhReter, Su, norzh Kemmañ
Category for the view from the itemCategory:Views from west Kemmañ
Evit sterioù all ar ger, gwelet Kornôg (disheñvelout)

Rod an Avelioù

Unan eus ar pevar avel eo ar c'hornôg (pe kornaoueg[1]) ha merket eo war tu kleiz an nadoz-vor. En tu enep d'ar reter emañ hag a-skouer gant an norzh, a zo el laez, diouzh an eil tu hag ar su, a zo merket en traoñ, diouzh an tu all.

Un anv, un anv-gwan pe un adverb a c'hell bezañ ar ger « kornôg » ; implijet e vez evit ar reteradur hag en douaroniezh.

Kartennouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre voaz e vez treset war kostez kleiz ar c'hartennoù lodenn an tiriad lec'hiet er c'hornôg; hini an norzh e oa ar c'hostez kleiz war ar c'hartennoù hen, el laez e veze ar Reter hag en traoñ e veze merket ar c'hornôg: alese an anvioù Breizh-Uhel (er reter, e laez ar gartenn gwechall), ha Breizh-Izel (er c'hornôg, en traoñ).

Reteradur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavet e vez an tu kornôgel dre sellet ouzh al lec'h ma'z a an Heol da guzh e mare rik ar gedez, rak enep red an horolaj e tro ar voul-Douar warni hec'h-unan.

Mard afec'h dizehan etrezek ar c'hornôg e heuilhfec'h ur c'helc'h anvet ledred. O kregiñ war ar c'heheder e heuilhfec'h ar c'helc'h brasañ.

Sterioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Graet e vez « ar C'hornôg » dre vras eus un toullad broioù europat ha Norzhamerikan – eus Aostralia ivez a-wechoù, zoken p'emañ er Su – a zo diorroet mat e-keñver an deknologiezh.
E-pad ar Brezel Yen e vezed kustum da enebiñ ar broioù-se, « ar C'hornôg » neuze, ouzh « ar Reter », da lavaret eo an Unvaniezh soviedel, ar riezoù dindan e veli, ha Republik Pobl Sina, Norzhkorea ha Mongolia.
A-wechoù ez eneber « ar C'hornôg » ouzh « ar Su » ivez, war dachenn an armerzh pergen rak sellet e vez ouzh « ar C'hornôg » evel broioù pinvidik e-tal re ar Su a vefe paour.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Stumm kentañ roet e-barzh Geriadur Vallée, p.520a.



Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Kornôg er
wikeriadur, ar geriadur frank.