Gwerz

Eus Wikipedia

Ur werz (liester: gwerzioù) a zo ur ganaouenn e brezhoneg hag a gont un istor.
Klotañ a ra gant ar gerioù ballad e saozneg, ha baled e kembraeg. Dre ma vez trist pe kriz an istorioù kontet alies e kred d'an dud alies int memes tra evel klemmganoù.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra ar ger gwerz eus al latin uersus (gwerzenn, linennad barzhoneg). E kembraeg ez eus ur ger gwers ivez hag a dalv kement ha kentel.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet int diwar mojennoù kozh, buhez tud brudet en istor Breizh, gwallzarvoudoù, istorioù karantez ur fin skrijus dezho. Se eo pezh a greder hiriv, met pa veze savet gwerzioù e veze kaoz enne eus traoù nevez-degouezhet.

Hir-mat e vez kavet ar gwerzioù alies, kalz pozioù enne, ha goustad ez eo an ton anezhe evel ma tere ouzh ur ganaouenn hag a zo graet evit bezañ selaouet ha komprenet. Met pa oant savet ne vezent ket kavet hir, ha disheñvel eo an doare a zo hiziv da welout an amzer hag ar pad diouzh an hini a oa gwechall.

Levrioù brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavout a reer gwerzioù en oberennoù-mañ dreist-holl:

Gwerzioù brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Barzhaz Breizh
E Gwerziou Breiz Izel
Gwerzioù brudet all

Gwerzioù an XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwerzioù ar XXIañ kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kembre[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo ar werzaouerien-mañ:

Gerioù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

(fr)