Mont d’an endalc’had

Marv Pontkalleg

Eus Wikipedia

Marv Pontkalleg a zo ur werz hengounel hag a gont penaos e oa bet harzet markiz Pontkalleg ha kondaonet d’ar marv goude-se. Ar markiz, Chrysogone-Clément de Guer diouzh e anv gwir, a voe dibennet e Naoned e 1720. Ar stumm anavezetañ eus ar werz a gont an darvoud-se eo an hini bet embannet gant Kervarker, ha deuet eo da vezañ unan eus ar gwerzioù brudetañ dindan ar stumm-se.

Istor ar werz Marv Pontkalleg a ra un haroz anezhañ en ur greñvaat e skeudenn. Ur framm resis he deus ar werz : 64 distik en holl, 8 silabenn bep linenn. Savet eo bet ar werz e 4 lodenn : Plijet eo ar bobl gant ar markiz. Diskouezet e vez diwar betra eo tamallet ar markiz en eil lodenn. An doare m'eo bet taget ha barnet Pontkalleg. Tristidigezh ar bobl gant marv o haroz.

Er penn kentañ n'eo ket diskouezet ar markiz Pontkalleg evel un den mat. Ha tamm-ha-tamm e teu da vezañ gwelet gwelloc'h-gwell gant an dud. Hag er fin eo deuet da vezañ skeudennet evel ur merzher (da skouer, er werz e varv da zaou vloaz warn-ugent, daoust ma oa marvet da daou-ugent bloaz e gwirionez). Roet e vez dezañ skeudenn un den digablus o sikour pobl Breizh. Aroueziet eo, ur seurt bourc'hiz eus tu ar bobl. Ur plas bras en deus ar Markiz Pontkalleg e-barzh tudennoù ar Barzaz Breiz a sav a-enep ar C'hallaoued. Ur seurt chouan abred !

Stummoù disheñvel eus ar werz war marv ar markiz a zo bet dastumet etre an XIXvet hag an XXvet kantved. Trizek anezho a zo bet dastumet dre skrid ha c'hwezek all a zo bet dastumet nevez 'zo dre gomz. Gant al lusk dastum ar c'hanaouennoù hag an istorioù lec'hel kozh war ar c'hevandir kozh e krogo an dud da zastum kanaouennoù e Breizh. Adalek ar bloavezioù 1830 e krogo Kervarker (Théodore Hersart, de la villemarqué) da zastum kanaouennoù o kenderc'hel gant labour e vamm. Embann a raio un dastumad gentañ e 1839 anvet Barzaz Breiz : chants populaires de la Bretagne, met en eil embannadur e 1845 e vo kavet gwerz markiz Ponkalleg.

E-touez ar stummoù bet dastumet e c'haller menegiñ :

  • Maro Pontkalek, ur stumm eus Kernev, embannet e Barzhaz Breizh, gant Kervarker[1],
  • Marv ar Markiz a Bontkalleg, ur stumm eus Bro-Wened dastumet gant Augustin Guillevic hag embannet e Chants et airs traditionnels du pays vannetais (fin XIXe)[2],
  • stumm an itron Juget, a orin eus Kernaskledenn, nepell diouzh kastell Pontkalleg, bet enrollet gant Claudine Mazéas.

Sonet ha kanet eo bet ar werz gant kalzik a sonerien hag a ganerien.

  • Éliane Pronost he deus kanet anezhi war ur bladenn embannet gant Mouez Breiz.
  • Alan Stivell en deus sonet anezhi gant an delenn geltiek war e bladenn Telenn geltiek embannet gant Mouez Breiz, ha war e bladenn Renaissance de la harpe celtique goude-se.
  • Ar strollad Tri Yann en deus kanet anezhi war ar bladenn Dix ans, dix filles e 1973.
  • Gweltaz ar Fur en deus kanet anezhi er bloavezhioù 1970.
  • Soazig he deus kanet anezhi war ar bladenn Chant e harpe celtique e 1980.
  • Andrea ar Gouilh he deus kanet anezhi war ar bladenn Gwerzioù ha sonioù ar bobl.
  • Ar strollad Barzaz en deus enrollet war e bladenn An den kozh dall e 1992 stumm an itron Juget.
  • Gilles Servat en deus kanet anezhi e 1994 war e bladenn A-raok mont kuit.
  • Ar gitarour djaz Jacques Pellen hag e gCeltic procession (Kristen Noguès, Gildas Boclé…) o deus enrollet anezhi war al leurenn er fest-bras Les Tombées de la nuit e Roazhon e 1999.
  • Ar strollad Glaz a gan ar pozioù war un ton pop keltiek e 1996 war ar bladenn Holen ar Bed.
  • Ar strollad Daonet eus Naoned en deus kanet anezhi gant e startijenn rok. Dalc'het en deus ar strollad 4 foz hag en deus ouzhpennet 2 e dibenn ar ganaouenn evit gwrizienniñ an istor en amzer-vremañ.
  1. Théodore Hersart de la Villemarqué, Barzaz-Breiz – Chants populaires de la Bretagne, Paris, Librairie académique Perrin, 1867.
  2. Augustin Guillevic, Jean-Mathurin Cadic, Chants et airs traditionnels du pays vannetais (fin XIXe), Dastum Bro-Ereg hag Archives départementales du Morbihan.