Claudine Mazéas

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Goulven Mazéas e 1930 er gazetenn Breiz Atao

Claudine Mazéas (Gwengamp, 26 a viz Gwengolo 1926Pabu, Genver 2018) a oa ur Vretonez hag he deus labouret kalz en-dro d'ar glad sevenadurel brezhonek dre gomz.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa da C'houlven Mazéas ha da Denise Weil. Yuzevez eus Pariz anzehi.

Daremprediñ a reas Yaouankizoù Strollad Broadel Breizh ha Framm Keltiek Breizh renet gant Roparz Hemon pa oa liseadez e Roazhon.

E-kerzh a n Eil Brezel-bed e oa bet kinniget badeziañ ar familh gant Maodez Glanndour evit klask talañ ouzh un deportadur. E miz Kerzu 1943 e voe diskuliet ar familh. Kaset e voe ar vamm hag an daou vugel da gamp Drancy.

Dispac'hañ a reas Goulven Mazéas evit o dieubiñ. Dont a reas a-benn, met Claudine a oa tapet mat gant an danijenn skevent.

Goude ar brezel e kinnigas Reun Kreston, ur mignon d'ar familh, da Glaudine heuliañ ur staj aozet gant Ar Falz en Enez-Vaz. Pitilh e teuas da vezañ gant ar glad sevenadurel dre gomz. Gant skoazell Mirdi Mab-den e teuas da vezañ unan eus ar brasañ dastumerien kontadennoù ha kanoù a Vro-Dreger hag a Gerne-Uhel.

Sikouret he deus kalz kanerien evel Yann-Fañch Kemener, Anne Auffret ha Denez Prigent.

Emezelañ a reas er MOB e 1958. Ezel eo bet eus Club Bretagne Démocratie Michel Phlipponneau. Kemer a rae ingal he c'hartenn en UDB.

Resevet he doa Kolier an Erminig e 2006.

Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]