Anne Auffret

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Anne Auffret | |
Anv | Anne Auffret |
---|---|
Micher(ioù) | Kanerez |
Benveg(où) | Telenn |
Endro | Christian Anneix, Jean Baron, Florian Baron, Yann-Fañch Kemener |
kemmañ ![]() |
Anne Auffret zo ur ganerez hag un delennerez vreizhat.
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Merc'h eo da labourerien-douar eus Bulad-Pistien, e kanton Kallag. Seniñ telenn ha kanañ a rae abaoe ur pennad pa embannas he fladenn gentañ e 1973, "Kanennoù Santel".
Feal d'he sevenadur hengounel, e treuzkas d'he dro, dre an delenn hag ar c'han, hêrezh kaer sonerezh he bro c'henidik, a-drugarez d'an holl sonadegoù a vez graet ganti, abaoe he fladenn gentañ.
He roll-skridoù a buñs e-barzh pinvidigezh ar ganaouennoù relijiel breizhat (darn anezhe kanet c'hoazh hirie-an-deiz) ha kanaouennoù disakr (gwerzioù pe sonioù) a ziskouez bevder an ijin breizhat. He jubennerezh dre gomz a vez ambrouget gant un delenn keltiek (adlakaet war-wel gant Alan Stivell).
Adalek 1980 ez a Anne Auffret d'ober troiadoù d'ar broioù estren, eus Bro-C'hres da Varoko, eus Bro Alamagn da Vro-Irak, hag e broioù all Unvaniezh Europa.
Pevar bloaz war lerc'h, e kenlabour gant ar strollad "Alia Musica de Milan", gant piv en em daol he sonadegoù ar bloavezhioù war-lerc'h.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 2010: Anne Auffret/Florian Baron, Setu, Keltia Musique, kentañ priz ar Pemp Kentañ 2011
- 2010: Anne Auffret/Pol Huellou, 4 MP3, Goasco Music
- 2007: Jean Baron/Anne Auffret/Christian Anneix, Berjelenn, Keltia Musique
- 2003: Anne Auffret/Daniel Le Féon/Loik Le Griguer, Pardonioù vol. III, Coop Breizh
- 2002: Anne Auffret/Daniel Le Féon/Loik Le Griguer, Pardonioù vol. II, Coop Breizh
- 2001: Anne Auffret/Daniel Le Féon/Loik Le Griguer, Pardonioù vol. I, Coop Breizh
- 2000: Anne Auffret/Jean Baron/Michel Ghesquiere, Pedenn, Keltia Musique
- 1991: Anne Auffret/Jean Baron/Michel Ghesquiere, Soñj, Keltia Musique
- 1983: Anne Auffret/Yann-Fañch Kemener, Chants profonds de Bretagne Kanoù kalon-Vreizh, vol. 4, Arion
- 1981: Anne Auffret/Yann-Fañch Kemener, Roue Gralon ni ho salud !, Keltia Musique
- 197?: Anne Auffret/Eliane Pronost, Locronan - Chants de Bretagne pour une troménie
- 1977: Anne Auffret/Yann-Fañch Kemener/Marsel Gwilhou, Chants profonds de Bretagne Kanoù kalon-Vreizh, vol. 1, Arion
- 1974: Anne Auffret, Kanennou Santel