Mont d’an endalc’had

Markiz Pontkalleg

Eus Wikipedia
Pontkalleg
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Deiziad ganedigezh1680, 24 Du 1679 Kemmañ
Lec'h ganedigezhRoazhon Kemmañ
Deiziad ar marv26 Meu 1720 Kemmañ
Lec'h ar marvLeurgêr ar Bouffay Kemmañ
Abeg ar marvdibennañ Kemmañ
Place of detentionAr Gemene, kastell Duged Breizh Kemmañ
PenaltyKastiz ar marv Kemmañ
Pontkalleg dibennet e Naoned - engravadur gant Jeanne Malivel

Chrysogone-Clément de Guer, Markiz a Bontkalleg, (1679-1720) a voe unan eus an noblañsoù a gemeras perzh en un irienn vihan da vare Montesquiou.

D'an 28 a viz Kerzu 1719 e voe lakaet harz warnañ e presbital An Ignol e-lec'h m'en doa kavet repu. Barnet e voe e Naoned, kondaonet, ha dibennet d'ar 26 a viz Meurzh 1720.

Markiz Pontkalleg a oa un den yaouank eus an noblañs bihan. Etre Pondi hag an Oriant e oa e zouaroù, e-lec'h ma oa e gastell. Servijet en doa dek vloaz e-barzh an arme, distroet e oa da Vreizh goude-se evit adkavout e vuhez a zenjentil. Kemer a ra perzh en Istor gant afer irienn Pontkalleg.

Kenarroud politikel hag istorel 

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Marvet e oa Loeiz XIV e 1715 ha neuze e oa deuet mare ar rejañs gant Fulup II Orleañs. Ouzhpenn-se e oa brezel e Bro-C'hall a-enep Spagn abaoe pell amzer. Neuze gant ar cheñchamant renad politikel e oa bet kresket an tailhoù hag aet e oa skuizh ar bobl gant kement-se, noblañsoù bihan dreist-holl. Ar Markiz Pontkalleg, gant noblañsoù all, a oa savet a-enep d'ar Rejant ha d'e bolitikerezh.

Irienn ha marv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kroget en deus an istor pa erruas Montesquiou e penn proviñs Roazhon ha pa greskas an tailhoù. Neuze eo bet divizet gant lod eus an noblañs en em aozañ eneptañ hag a-enep penn bras Bro-C'hall : ar Rejañ, sikouret int bet gant duk ar Maine , unan eus bastarded ar roue marv. Ar ravolt-se a zedenno Bro Spagn hag he roue Fulup V (mab bihan da Loeiz XIV) a oa dedennet ivez gant plas ar Rejañ hag a oa mignon gant duk ar Maine.

Sinañ a reas ar Markiz pontkalleg un destenn a enep kreskadurezh an tailhoù. Klasket n'eus sevel un arme gant labourerien douar diwar goulenn duk ar Maine evit mont e Roazhon enep Montesquiou. An irienn-se n'oa ket tizhet he fal, ha kondaonet d'ar marv oa bet e Naoned d'ar 26 a viz Meurzh 1720.

Oberennoù diwar e benn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sellet ouzh ar pennad : Marv Pontkalleg

Ur werz a zo bet savet war marv ar markiz, ha treuzkaset eo bet dre gomz a rummad da rummad. Evel-se ez eo chomet bev eñvor markiz Ponkalleg e Kreiz Breizh e-pad ouzhpenn daou c'hant hanter-kant vloaz. Meur a stumm anezhi a gaver. Unan anezho a zo bet dastumet gant Kervarker hag embannet eo bet e Barzaz Breiz. Deuet eo da vezañ unan eus ar gwerzioù anavezetañ e Breizh diwezhatoc'h evel-se.

Fiñvskeudennerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War istor ar markiz ez eo diazezet ar film Que la fête commence savet gant Bertrand Tavernier e 1975. Jean-Pierre Marielle a c'hoarias roll ar markiz ennañ[1].

  1. (en) Internet Movie Database.