An Ignol
Arabat droukveskañ gant an Ignel.
An Ignol | ||
---|---|---|
An iliz katolik. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Lignol | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | Pondi | |
Kanton | Gourin | |
Kod kumun | 56110 | |
Kod post | 56160 | |
Maer Amzer gefridi | André Jaffré 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Roue Morvan Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Kornôg Kreiz Breizh | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 844 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 22 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 117 m bihanañ 93 m — brasañ 187 m | |
Gorread | 38,43 km² | |
kemmañ ![]() |
An Ignol zo ur gumun e Breizh e kanton Gourin e departamant ar Mor-Bihan.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- War lez ar Skorf emañ an Ignol.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie ː Lignol, 1304; Lingnol, 1327; Lignol, 1345; Lignoll, 1387, 1418; Minor lege Ninior, 1630
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En glazur, e eizh kanochenn en aour, 3, 2, 2 et 1; e c'hrenngonk en gul karget gant ur c'hleze en argant, beg ouzh kab.
Sturienn : Qui désire n’a repos
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XVIIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 28 a viz Kerzu 1719: lakaet e voe harz war ar markiz a Bontkalleg e presbital an Ignol.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet e kanton Berne; e Bann ar Faoued e oa; dilamet e voe kanton Berne e 1801 ha lakaet An Ignol e Kanton ar Gemene bet miret ha brasaet ivez gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix; lakaet e voe An Ignol en Arondisamant Pondi e 1800[2],[3].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 100 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 4,92 % eus he foblañs e 1911[4].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Repuidi-brezel: d'an 10 a viz Even 1940 e oa 341 repuad en Ignol; 13 anezhe n'oant ket distroet d'ar gêr c'hoazh d'ar 1añ a viz Gwenholon 1940[5].
- D'ar 14 a viz Ebrel 1944 e voe kemeret 41 803,20 Lur en ti-post gant tud eus ar Rezistañs, ha 97 000 Lur d'ar 7 a viz Even 1944[6].
- Mervel a reas 22 zen ag ar gumun abalamour d'ar brezel[7].
- E miz Even 1944, un den eus ar Rezistañs a voe lazhet gant an Alamaned; ur paotr all eus ar Rezistañs hag ur c'houer a voe serret d'an Alamaned: n'int ket bet adkavet; e miz Gouere, un ezel eus ar Rezistañs a voe fuzuilhet goude bout bet boureviet er Faoued[8].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Maner Kerouallan
- Maner ar C'hoskro
- Chapel Sant Iwan
- Chapel Sant Herwezhen
- Chapel Sant Melan
Emdroadur ar boblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Cassini - EHESS - An Ignol - Fichenn ar gumun
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 173
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Association Mémoire du canton du Faouët, 1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn I, pajenn 119
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, p.174
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 50-51