An Ignel
Arabat droukveskañ gant an Ignol.
An Ignel | ||
---|---|---|
![]() Ar vourc'h. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Inguiniel | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | an Oriant | |
Kanton | Gwidel | |
Kod kumun | 56089 | |
Kod post | 56240 | |
Maer Amzer gefridi | Jean-Louis Le Masle 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | An Oriant tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro an Oriant | |
Lec'hienn web | www.lorient-agglo.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 193 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 43 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 150 m bihanañ 49 m — brasañ 171 m | |
Gorread | 51,4 km² | |
kemmañ ![]() |
An Ignel a zo ur gumun eus Breizh e kanton Gwidel e departamant ar Mor-Bihan. E su ar vro Pourlet emañ.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe kumun An Ignel e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet An Ignel e kanton Bubri; e Bann Henbont e oa. Diskaret e voe Kanton Bubri gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e voe kumun An Ignel e Kanton Ploue bet miret ha brasaet e 1801 gant an hevelep lezenn. Lakaet e oa bet en Arondisamant an Oriant bet krouet e 1800[2],[3].
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Jean Robic hag an daou gure[4].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 128 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 4,64 % eus he foblañs e 1911[5].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 16 milour, 10 ezel eus ar rezistañs ha tri den nann-soudard a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, daou all a yeas diwar-wel[5].
- Pevar gwaz ag an Ignel hag a gemere perzh ar Rezistañs a voe fuzuilhet e Rozkev (Lannejenn) d'ar 24 a viz Even 1944; barnet e oant bet d'ar marv gant lez-varn al lu alaman a oa he sez er Faoued[6],[7].
Brezelioù didrevadennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Daou waz marvet en Indez-Sina, tri en Aljeria[5].
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kaozeet 'vez brezhoneg Bro Pourlet er gumun-mañ.
- D'an 23 a viz Gwengolo 2013 e oa bet votet gant ar c'huzul-kêr tizhout live 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg dindan 3 bloaz.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Peulvanig eus Oadvezh an Houarn, tro 450 KJK, bet kavet e keriadenn Kerwenn-Tegnouz, degaset betek ar vourc'h.
- Un ti kozh er vourc'h.
- Iliz katolik Sant Alban, 1777.
- Monumant ar re varv.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- War lez ar Skorf emañ an Ignel.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Post[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E 1946 e voe digoret un ajañs-post ; e penn-kentañ ar bloavezhioù 1950 e voe savet an ti-post[3].
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Cassini - EHESS - An Ignel - Fichenn ar gumun
- ↑ 3,0 ha3,1 Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 145
- ↑ Infobretagne.com
- ↑ 5,0 5,1 ha5,2 Monumant ar re varv
- ↑ Association Mémoire du canton du Faouët, 39-45 en Centre-Bretagne, Embannadurioù Liv' éditions, Le Faouët, ISBN 2844970966 ISBN 978-2844970961 (e galleg)
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 30 ha 31