Ploue
Ploue | ||
---|---|---|
An ti-kêr. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Plouay | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | an Oriant | |
Kanton | Ploue (betek 2015) Gwidel (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 56166 | |
Kod post | 56240 | |
Maer Amzer gefridi | Jacques Le Nay 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | An Oriant tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro an Oriant | |
Lec'hienn web | www.plouay.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 5 789 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 86 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 83 m bihanañ 13 m — brasañ 164 m | |
Gorread | 67,33 km² | |
kemmañ ![]() |
Ploue a zo ur gumun eus Breizh e Bro-Wened e departamant ar Mor-Bihan. Penn kanton e oa betek 2015.
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
En geoted e gember en aour, e gab en erminig karget gant ur c'houdreustell gommek en glazur.
|
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet da bennlec'h kanton Ploue gant peder c'humun: Kalann, Lanvodan, Ploue ha Zinzag-Lokrist; e Bann Henbont e oa; miret ha brasaet e voe kanton Ploue e 1801 gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix; lakaet e voe Ploue en Arondisamant an Oriant bet krouet e 1800[3],[4].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 224 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 4,55 % eus he foblañs e 1911[5] [6].
- 1944:
- d'ar 1añ a viz Even e kouezhas ur c'harr-nij (Spitfire LFIX marilhet MK798 ha kodet JX-R) eus Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) e Ploue; e nijour a voe gloazet ha tapet gant an Alamaned; mervel a reas en ospital e Roazhon[7];
- d'ar 4 a viz Gouere e voe tapet 165 000 lur en ti-post gant tud eus ar Rezistañs, ha d'an 3 a viz Eost e voe roet 20 000 Lur d'an FFI[8].
Anv R. Hello, unan eus tud Ploue bet fuzuilhet, ouzh monumant Porzh-Loeiz
- 1945: d'an 23 a viz Mae e voe kavet korfoù marv pevar den eus ar gumun e-tal gwikadell Porzh-Loeiz. Er Rezistañs e oant; fuzuilhet e oant bet gant al lu alaman[9].
- Mervel a reas 35 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[10].
Trevadennoù
- Mervel a reas ur milour eus ar gumun e Maroko e 1914, nav all e Brezel Indez-Sina ha tri all e Brezel Aljeria
[11].
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D’an 10 a viz C’hwevrer 2006 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'an 22 a viz Mezheven 2006 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Klasoù divyezhek publik a zo eno abaoe 1994.
- E distro-skol 2022 e oa 123 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (17 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[12]
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Chapel Intron-Varia ar Bleuñv.
- Monumant ar re varv.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- War lez ar Skorf emañ Ploue.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1954 : Alan Botrel, skrivagner brezhonek.
Tud marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 2015 : Herri ar Borgn, skrivagner brezhonek.
Tud hag o deus bevet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Stefan ar Strad, skrivagner brezhonek, a zo bet person e Ploue.
Sport[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 15 a viz Gouere 1998 : loc'hañ a ra 4e tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Ploue war-du Cholet (Maine-et-Loire).
- 14 a viz Gouere 2002 : 8vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Saint-Martin-de-Landelles (Manche) ha Ploue; trec'h eo Karsten Kroon (Izelvroioù).
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
bro | kêr | abaoe |
---|---|---|
![]() |
Pershore | 1996 |
![]() |
Küps | 1998 |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, 1939, (e galleg), pajenn 21
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 59, 146, 168 ha 270
- ↑ Cassini - EHESS - Ploue - Fichenn ar gumun
- ↑ Monumant ar re varv
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Pertes RAF Morbihan
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, ar Faoued, 2006, pajennoù 272 ha 273
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 315-316
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek