Lannejenn
Lannejenn | ||
---|---|---|
![]() Ar vourc'h gwelet ag an oabl. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Lanvénégen | |
Bro istorel | Kerne | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | Pondi | |
Kanton | Gourin | |
Kod kumun | 56105 | |
Kod post | 56320 | |
Maer Amzer gefridi | Marie-José Carlac 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Roue Morvan Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Kornôg Kreiz-Breizh | |
Lec'hienn web | lanvenegen.free.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 138 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 39 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 122 m bihanañ 52 m — brasañ 88 m | |
Gorread | 29,42 km² | |
kemmañ ![]() |
Lannejenn a zo ur gumun eus Breizh e Kerne e kanton Gourin e departamant ar Mor-Bihan.
Ragistor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XVIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Emsavadeg ar Bonedoù ruz:
- reuz a savas e-pad pardon Sant-Urloù e dibenn miz Gouere 1675 ( d'ar 27 ha d'an 28) e-doug an emsavadeg[3],[4]. Allain Maillard, beleg katolik, a voe kondaonet d'ar galeoù evit bout savet an trubuilhoù-se. Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 outañ[5] ;
- un digoll a 3 000 lur a voe paeet gant an drev hag he farrez Gwiskri d'an Aotrou Le Moyne de Trevigny goude tagadenn e gastell e Sant-Hern d'an 11 a viz Gouere 1675 e-pad an emsavadeg[6].
XVIIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E dibenn miz Mae 1748, François Mahé hag Yves Bulze, daou zen eus bandenn Marion ar Faoued, lakaet da varv e Gwened, a zo skourret ouzh ur wezenn-derv ha lezet da vreinañ en ur c'hroaz-hent eus an hent roueel kozh a gas eus Kemperle da C'hourin, un nebeud kantadoù a vetradoù en hanternoz da gêriadenn Sant-Urloù[7].
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: betek 1790, Lannejenn a oa un drev eus parrez Gwiskri. E 1790 e teuas da vout ur barrez, ur gumun ha pennlec'h kanton Lannejenn[8], gant teir c'humun ennañ: Gwiskri, Lannejenn ha Lokunole; e Bann ar Faoued e oa; diskaret e voe kanton Lannejenn[8] gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix[9]. Lakaet e voe kumun Lannejenn en Arondisamant Pondi bet krouet e 1800 hag e Kanton ar Faoued bet brasaet e 1801.
- Trubuilhoù: e 1792 e teuas un urcher d'ober ur furchadeg en un ti. Taget e voe a daolioù bataraz ha mein, an dud o huchal: Ur brogarour eo, ret eo e lazhañ. Gloazet e voe ha dav dezhañ tec'hout. E dagourion a voe barnet gant barnour a beoc'h lez-varn kanton Lannejenn d'an 8 a viz Gwenholon 1792, ha rentet dezhañ e zilhad ha lifre leun-wad[10].
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Impalaeriezh C'hall Kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel Dizalc'hiezh Spagn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas c'hwec'h gwaz abalamour d'ar brezel[11].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1913 - 1914: tud a varv gant ar vrec'h, re vihan ar vered d'o lakaat razh[12].
- 4 - 5 a viz Du 1916: distrujoù bras er skol gant ur c'horwezh diouzh an noz.
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 114 gwaz hervez marilhoù ar gumun, 123 hervez monumant Santez-Anna-Wened, 145 hervez monumant ar re varv (da lavaret eo 5,49 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911)[13] er gumun, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[14].
- Lazhet e voe ur milour bet ganet er gumun gant al lu gall d'an 19 a viz Meurzh 1917 e Maroko, p'edo o klask dizertiñ[15].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Repuidi-brezel: d'ar 1añ a viz Even 1940 e oa 340 repuad e Lannejenn; 6 anezhe n'oant ket distroet d'ar gêr c'hoazh d'ar 1añ a viz Gwenholon 1940[16].
Brudet eo ar gumun abalamour d'he ferzh er Rezistañs:
- Pemp den eus ar gumun a zo marvet er c'hampoù-bac'h, daouzek den arall a zo bet fuzuilhet, nav anezhe e-tal gwikadell Porzh-Loeiz[17],[18].
- D'ar 1añ a viz Mae 1944 ez eus bet ur manifestadeg gant tud ar gumun o tibunañ er vourc'h hag er c'hêriadennoù tro-war-dro, o tougen bannieloù ruz ha bannieloù triliv gall hag o kanal La Marseillaise ha Kan an Dispac'h[19].
- Tud fuzuilhet: fuzuilhet e voe gwazed ag ar Rezistañs d'ar 24 a viz Even 1944; barnet e oant bet da varv gant lez-varn al Lu alaman Ar Faoued:
- e Roz ar C'had: 10 den a Speied hag unan a Sant-Wazeg[20],
- e Rozkev, 17 den, en o mesk pevar den yaouank eus An Ignel, tri eus Gourin hag unan eus Lanvodan; c'hwec'h den yaouank eus Blankenberge (Flandrez Belgia), Georges Sandelé, René Mestdagh, Camille De Corte,Raymond Marmenout, Louis Dehenauw ha Jean de Coninck, bet tapet gant an Alamaned p'o doa taget paotred ar strouezheg e Plourae, a voe fuzuilhet ivez; unan anezhe, Jean de Coninck, gloazet hepken, a c'hellas tec'hout. Kuzhet ha sognet e voe gant tud ar vro betek an Dieubidigezh. Daou gorf a zo chomet dianav[21],[22].
- er Pont-Nevez, un den dianav.
- Tri ezel eus ar Rezistañs a voe lazhet gant an Alamaned nepell diouzh Boutel d'ar 7 a viz Gouere 1944
[23].
- Ti-post: krouet e voe an ajañs-post d'ar 1añ a viz Kerzu 1941[24] diwar goulenn tiegezhioù ar brizonidi a ranke mont betek ti-post Ar Faoued da gas pakadoù dezhe; kemeret e voe 2000 Lur en ti-post gant tud ar Rezistañs e miz Even 1944[25].
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar Stêr-Laeron hag an Ele a gember etre Lannejenn hag ar Faoued.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1790[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Maner Sant-Kijao[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An iliz katolik er vourc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz-parrez Sant Kognogan.
Chapelioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Feunteun ha chapel Sant-Urloù
- Chapel Sant-Urloù, XVIvet kantved,
- Chapel Sant-Jord,
- Chapel Sant-Melani,
- Chapel an Drinded (mogerioù hepken), XVIIvet kantved.
Monumantoù ar re varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Monumant hollek ar re varv er vourc'h, e-tal an iliz katolik, Brezel-bed kentañ, Eil Brezel-bed, Brezel Aljeria[27]; dioueliet e voe d'an 10 a viz Here 1924 [28].
- Monumantoù re varv ar Rezistañs.
Monumant ar re fuzuilhet, Rozkev, d'ar 24 a viz Even 1944.
Monumant ar re fuzuilhet, Roz ar C'had, d'ar 24 a viz Even 1944.
Monumant Boutel an tri den bet lazhet eno d'ar 7 a viz Gouere 1944.
Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Evenou, emsaver politikel ha yezhel, skrivagnour; sevel a reas ur pikol tezenn a-zivout brezhoneg Lannejenn;
- Allain Maillard, beleg katolik, bet kondaonet d'ar galeoù evit bout kemeret perzh en Emsavadeg ar Bonedoù ruz. Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 outañ.
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- François Louis Ulliac (1añ a viz Meurzh 1887), lazhet gant al lu gall p'edo o klask dizertiñ d'an 19 a viz Meurzh 1917 e Maroko.
- Remi Derrien, skrivagner, kazetenner, aktour ha jubennour brezhonek, Ebrel 1946.
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ (fr)Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, 1939, (e galleg), pajennoù 16 ha 17
- ↑ (fr)Boris Porchnev, Les buts et les revendications des paysans lors de la révolte bretonne de 1675, bet embannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975
- ↑ (fr)Yvon Garlan ha Claude Nières, Les Révoltes bretonnes de 1675 - papier timbré et bonnets rouges, Éditions Sociales, Pariz, 1975 (e galleg), pajenn 113
- ↑ (fr)Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg), pajennoù 152-154
- ↑ (fr)Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg), pajennoù 106-109
- ↑ (fr)Lice Nédellec ha Jean Rieux, Marion du Faouet et ses brigands, Embannadurioù Artra, 1976
- ↑ 8,0 ha8,1 (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 168
- ↑ pennad ar Wikipedia gallek, lodenn "Histoire"
- ↑ (fr)Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 470
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)1914 - 1918 - Des champs aux tranchées, Liv'Editions, Ar Faoued, 1998, pajenn 143
- ↑ Monumant ar re varv
- ↑ (fr)1914 - 1918 - Des champs aux tranchées, Liv'Editions, Ar Faoued, 1998, pajenn 94
- ↑ (fr)Ouest-France, d'al Lun 4 a viz Du 2013, pajennoù "An Oriant"
- ↑ (fr)Association Mémoire du canton du Faouët, 1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn I, pajenn 118
- ↑ (fr)Port-Louis Histoire
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 315
- ↑ (fr)Association Mémoire du canton du Faouët, 39-45 en Centre-Bretagne, Éditions Liv éditions, Le Faouët, ISBN 2844970966 hag ISBN 978-2844970961 (e galleg)
- ↑ (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 28 ha 29
- ↑ Mémorial GenWeb
- ↑ (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 30 ha 31
- ↑ (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 32 ha 33
- ↑ (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, p.168
- ↑ (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 169
- ↑ EBSSA
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Université de Lille
Rummadoù:
- Kumunioù ar Mor-Bihan
- Kumunioù bet krouet er Mor-Bihan e 1790
- Kumunioù Kerne
- Emsavadeg ar Bonedoù ruz
- Soudarded vreizhat bet fuzuilhet gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ
- Repuidi-brezel er Mor-Bihan (1939-1945)
- Manifestadegoù d'ar 1añ a viz Mae 1944 e Breizh
- Tud lakaet d'ar marv gant al lu alaman e Porzh-Loeiz e 1944
- Tud lakaet d'ar marv gant al lu alaman e Lannejenn e 1944
- Argant tapet e tiez-post ar Mor-Bihan gant tud eus ar Rezistañs e 1944