Santez-Anna-Wened
Santez-Anna-Wened | ||
---|---|---|
![]() Ar benniliz Santez-Anna | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Sainte-Anne-d'Auray | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | an Oriant | |
Kanton | an Alre | |
Kod kumun | 56263 | |
Kod post | 56400 | |
Maer Amzer gefridi | Roland Gastine 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | An Alre Kiberen Douar Atlantel | |
Bro velestradurel | Bro an Alre | |
Lec'hienn web | lec'hienn ofisiel Santez-Anna-Wened | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 802 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 405 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 34 m bihanañ 36 m — brasañ 57 m | |
Gorread | 6,91 km² | |
kemmañ ![]() |
Ur gumun eus Breizh e kanton an Alre eo Santez-Anna-Wened e departamant ar Mor-Bihan. Brudet eo evit ar birc'hirinded a sachet dek miliadoù a dud bep bloaz evit lidoù en enor da santez Anna, patronez Vreizh hervez ar gatoliked.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 1994.
- E distro-skol 2022 e oa 63 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (8 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[2].
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XVIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-barzh parrez Plunered e oa douaroù ar gumun e penn ar XVIIvet hag en ur geriandenn anvet Ker-Anna e veve ur c'houer, Iwan Nikolazig. Hemañ ne oa ket eus ar re baour pa oa perc'henn war un nebeud parkoù. E 1623 en deus lavaret bout gwelet ur vaouez o kas bannoù lufrus hag o delc'her ur piled-koar. Hervezañ, d'ar 25vet a viz Gouere 1624 e teu dezhañ ar vaouez evit e lavaret : N'ho peus ket aon, me zo Ann, mamm Mari ! Lavarit d'ho person ez eus bet,er park ar Bossennoù, ur chapel dindan ma anv, an hini gentañ er vro. Nav c'hant pevar warn'ugent ha c'hwec'h miz'zo ha Fell a ra din ma vo adsavet... Ne oe ket kendrec'het ar person betek an deiz e 1625 ma va konduet gant ur piled-koar ur strollad tud betek al lec'h m'eo bet kavet un delwenn gozh Santez Anna graet e prenn. Goude ur prosez e oe kendrec'het eskop Gwened hag e oe savet ur chapel e 1628. Fiziet e oe meradur kef ar pirc'hirinded d'ar Garmezidi a savjont ur manati bras. Er bloaz-mañ e embannas Anna a Aostria, rouanez Bro-C'hall e gouestle ganedigezh ur mab da santez Anna, he maeronez. Berzh bras en deus graet ar pirc'hirinded hag e oe savet ur renabl, "al Levr aour" evit enrollañ ar burzhudoù dindan kontroll an Iliz.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Goude ar brezel e voe savet ur monumant ma voe skrivet, a-hervez, anvioù an holl Vretoned, eus ar pemp departamant, lazhet er brezel [3]. N'eus nemet 8 106 anv hepken e gwirionez, gant un nebeud anezhe bet marvet e brezelioù all[4].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Staliet e voe ul lazaret (ospital) gant al lu alaman er "Maison Sainte-Marie".
- 4 ha 5 a viz Eost 1944: d'ar Gwener 4, diouzh an noz, e c'houlenn ur c'homandant "FFI" kodianañ Alamaned al lazaret; ar veleion Joseph Le Barh ha Louis Allanic a ro e lizher d' an Alamaned; tennoù e-pad an noz. Tro 3 eur beure e teu ur steudad-kirri alaman evit dilezel al lazaret; diouzh beure e teu ur steudad-kirri arall evit kastizañ tud ar gêriadenn: 20 anezhe a zo serret hag an daou veleg katolik a zo fuzuilhet ha tri annezad all a zo lazhet gant an Alamaned[5].
Darvoudoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'an 20 a viz Gwenholon 1996 e teuas ar Pab Yann-Baol II da Santez-Anna.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Monumant Kont Chambord (Herri V Bro-C'hall).
- Ur chapel e keriadenn Kêr-Anna.
- Kastell ar C'henven.
- Ti-memor Breizh.
- Mirdi koarelloù.
- Ti Iwan Nikolazig.
Sanktual katolik[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Monumant ar soudarded vreizhat marvet e-pad ar Brezel-bed kentañ.
- Penn-Iliz katolik Santez-Anna (1862-1866).
- Monumant ar vartoloded.
- Monumant ar soudarded vreizhat marvet e-pad ar Brezel-bed kentañ.
- Savadurioù ar manati kozh gant ur c'hloastr.
- Scala sancta.
- Delwenn Santez Anna ha Mari.
- Feunteun ar burzhudoù.
Beredoù-meur milourel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Karnel soudarded Lu Breizh (Brezel 1870-1871).
- Bered-veur milourel belgiat eus ar Brezel-bed kentañ.
- Bered-veur milourel gall eus ar Brezel-bed kentañ.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Post[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Digoret e voe ur burev-dasparzhañ d'ar 1añ a viz Genver 1867 ha roet an niverenn "4780" dezhañ[7].
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Ofis Publik Ar Brezhoneg
- ↑ Infobretagne
- ↑ memorialgenweb
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 343
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, p.14
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, p. 366