Yann Vadezour Olieroù
Neuz
Yann Vadezour Olieroù, pe Jean Baptiste Oliéro e galleg, ganet d'ar 1añ a viz Gouere 1856 e Lokmaria-Kaer, marvet d'an 19 a viz Ebrel 1930 e Santez-Anna-Wened, oa ur beleg breizhat hag a savas kantikoù ha levrioù relijiel e brezhoneg Gwened.
Beleg e voe e Sine, e Pluverin, e Kistinid hag en Alre. Gant an anv-pluenn Golvañnig e sinas barzhonegoù a voe embannet er gelaouenn Dihunamb. Kenlabourat a reas ivez gant Brediah er Fé, adalek 1881. Ouzhpenn treiñ levrioù relijiel e brezhoneg e savas ivez kantikoù ha kanaouennoù all, en o zouez En hani e garan, ken brudet bremañ.
Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Avièl er Sul, moullerezh Sant Mikel Kervengi, Langonned, 1908
- En Aviel, moullerezh Lafolye, Gwened, 1913
- Livr pédenneu, overenn, ha gospéreu, e kenlabour gant Matelin Prielleg hag Aogustin Gwilhevig, moullerezh Lafolye, Gwened, 1927