Mont d’an endalc’had

An hini a garan

Eus Wikipedia

An hini a garan, pe An hani a garan[1] pe En hani e garan, hervez ar stumm orin, zo ur ganaouenn-bobl vrezhonek a Vro-Gwened skrivet get Yann Vadezour Olieroù ( Golvanig e anv-pluenn) e 1901.

Danvez ar ganaouenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er skrid kinniget evel an hini orin[2] ez eus anv eus ur plac'h o ouelañ d'an hini a gar, a zo aet d'ar broioù pell, evel beleg misioner moarvat (Aet eo d'ar broioù pell da c'hounit tud d'an Neñv ).

Hiriv e vez kanet Aet eo d'ar broioù pell da c'hounit e vara.

Kanet eo bet gant meur a zen : Andrea ar Gouilh eo an hini a enrollas anezhi da gentañ, e 1960, e gwenedeg (met anvet An hini a garan). Kanet eo bet ivez gant Alan Stivell[3] ha Denez Prigent[4]. Ur stumm leonekaet zo ivez, kanet (pe bet kanet) gant lazoù-kanañ Leon. Kanet eo ivez gant Cécile Corbel.

Enrollet eo bet gant Andrea ar Gouilh e 1960, kanet e gwenedeg. Ar stumm leonekaet zo meneget en dastumad "Breiz a gan", gant René Abjean, en Ebrel 1973.

Daouzeksilabennek eo ar gwerzennoù. Meur a stumm skrivet zo: gwenedek, peurunvan, ha damleonek zoken.

I
N'en des chet guerso bras, é tonet a bel bro.
Etal ur fetan kloar, én ur hoedig distro,
Me gleuas ur voéh vraù, ur voéh melkonius
E kañnein ur gañnen, ur gañnen truhéus

II
Me gleuas ur plahig é kañnein kirvoudus
Kañnennig hé halon, ur han karantéus ;
Hag ar ur bod freskon, énig en Eutru Doué,
D'er plahig glaharet d'é dro e ziskañné.

III
" En hani e garan e hra d'ein huañnedein
Huañnadein noz ha dé, dé ha noz hirvoudein ;
Raksé chonjet em es eit disammein m"inéan
Seùel ur soñnennig d'en hani e garan

IV
En hani e garan n'en des dén ar en doar.
N'en des na tad na mam, n'en des na kar na par ;
Kollet en des é dud ag en oed tinéran
Ur heh énevad é en hani e garan.

V
En hani e garan zo drest en ol bautred
N'en des hañni haval meit martezen éled ;
Met martezen éled en Eutru Doué én néan
N'en des hañni haval d'en hani e garan.

VI
En hani e garan en des deuzornig guen,
Bleù milén èl en eur distennet pen der ben ;
Braù é boéh en estig, ér hoédig glas pe gan,
Mes guel é genein boéh en hani e garan.

VII
En hani e garan en des deulagad luem,
Pe daul arnonn ur sél, me halonig e duem ;
Flour é hoarh goleu-dé, e saù de neùé han,
Mes flouroh é minhoarh en hani e garan.

VIII
En hani e garan, guéharal em haré
Kan e hré pe gañnen, pe houilen é ouilé ;
E galon ha m'hani ne hrent nameid unan,
Pe oé bihan ér gér en hani e garan.

IX
En hani e garan bremen 'n des me lausket.
Oeit é d'er broieu pel, d'ur vro n'hanaùan ket ;
Oeit é d'er broieu pel de houni tud d'en Néan :
Kollet, kollet é d'ein en hani e garan.

X
D'en hani e garan ne hran meit hirvoudein
Penaus ker pel dohton é hellein mé biùein ?
Mes petra laran-mé ?... Turlubañnein e hran
Dré hir chonjal ataù én hani e garan.

XI
D'en hani e garan mar kollan mé me fen
Emedigeu, ér hoed, kañnet hui hou kañnen ;
Ened kañnet ér hoed, kañnet keti-ketan :
Karanté, karanté d'en hani e garan.

XII
D'en hani e garan é kañnan kenevo
Kenevo aveit mat beta ma iein d'hur bro.
Beta ma ieien d'hur bro de ranteleh en Néan
Ino vou é kavein en hani e garan.

XIII
D'en hani e garan ne hran meit huañnadein
Huañnadein noz ha dé, dé ha noz hurvoudein ;
Raksen em es saùet ha raksen e kañnan
Kañnennig me halon d'en hani e garan...

Homañ e vefe ar stumm orin[6]:

1.
An hini a garan, gwechall bihan er gêr
Pa oamp tostig an eil, an eil doc'h egile
Va c'halon ne gare, gare nemet unan
Pa oan bihan er gêr an hini a garan
2.
An hini a garan, gwezharall va c'hare,
Kanañ 'rae pa ganen, pa ouelen a ouele.
Hon div galon ne raent, ne raent nemet unan,
Pa oan bihan er gêr an hini a garan
3.
An hini a garan, bremañ 'n eus va laosket
Aet eo d'ar broioù pell, d'ur vro n'anavan ket
Aet eo d'ar broioù pell da c'hounit tud d'an Neñv (*)
Kollet, kollet eo din an hini a garan!
4.
D'an hini a garan ne ran med hirvoudiñ
Penaos ken pell doc'htañ e c'hellin-me beviñ?
Med petra laran-me? -Trelubaniñ a ran
Dre hir-soñjal atav en hini a garan.
5.
D'an hini a garan, mar kollan-me va fenn,
Evnedigoù ar c'hoad, kanit-c'hwi ho kanenn!
Evned, kanit er c'hoad, kanit kenti-kentañ,
Karantez, karantez d'an hini a garan!
6.
D'an hini a garan, ne ran 'med huanadiñ
Huanadiñ noz ha deiz, deiz ha noz hirvoudiñ
Rag-sen eo 'm eus savet ha rag-sen e kanañ
Kanennig va c'halon d'an hini a garan.

Stumm leonekaet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
1
An hini a garan, gwechall bihan er gêr
Pa oamp tostig an eil, an eil[7] egile
Va[8] c'halon ne gare, gare nemet unan
Pa oan bihan er gêr an hini a garan
2
An hini a garan, 'm eus kollet da viken
'Mañ degouezhet pell[9] ha ne zistroio ken
Ha setu ma kanan, kanan keti ketañ
Ha setu ma kanan d'an hini a garan
3
An hini a garan, un deiz 'n eus va laosket
Aet eo d'ar broioù pell, d'ur vro n'an'vezan ket
Aet eo d'ar broioù pell da c'hounit e vara
Kollet, kollet un deiz, an hini a garan
  1. Evel ma kan Alan Stivell : [1]
  2. Hervez al lec'hienn : [2]
  3. Kanet gant Stivell : [3]
  4. Kanet gant Denez Prigent : [4]
  5. Dihunamb, Genver 1908, pp. 36-38
  6. Hervez al lec'hienn : [5]
  7. ouzh : doc'h e yezh Gwened.
  8. Va: "ma" e yezh Gwened.
  9. ur silabenn a vank?