Anv-pluenn
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Un anv-pluenn eo an anv a gemer un den evit sinañ e skridoù, evel Roparz Hemon a oa anv-pluenn Louis-Paul Nemo, pe George Sand a oa hini Aurore Dupin.
Pa vez implijet un anv-pluenn gant ur barzh eus Goursez Vreizh e lavarer a-wechoù e ra gant e anv-barzh. Met n'eo ket an holl skrivagnerien a zo barzhed, nag an holl varzhed a laka o anv er C'hoursez.
Stank eo bet implijet an anvioù-pluenn gant ar skrivagnerien vrezhonek en XX-vet kantved, ober diouzh skouer o diagentidi ne ra ken tud ar wikipedia vrezhonek.
Lesanv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Arabat droukveskañ anv-pluenn ha lesanv : gant ur skrivagner e vez dibabet e anv-pluenn, hogen ne zibab den e lesanv.
Anvioù-pluenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Hafez
- Roparz Hemon
- Pablo Neruda, pe Neftali Ricardo Reyes Basoalto
- George Sand, pe Aurore Dupin