Mont d’an endalc’had

Stendhal

Eus Wikipedia
Stendhal
den, mononym
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denStendhal Kemmañ
Anv ganedigezhMarie-Henri Beyle Kemmañ
Anv-bihanMarie, Henri Kemmañ
Anv-familhBeyle Kemmañ
Deiziad ganedigezh23 Gen 1783 Kemmañ
Lec'h ganedigezhGrenoble Kemmañ
Deiziad ar marv23 Meu 1842 Kemmañ
Lec'h ar marvPariz Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvGwallzarvoud eus gwazhied an empenn Kemmañ
Lec'h douaridigezhbered Montmartre Kemmañ
TadChérubin Beyle Kemmañ
MammHenriette Gagnon Kemmañ
Breur pe c'hoarPauline Beylesss Kemmañ
Priedtalvoud ebet Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Kargauditor at the Conseil d'État, Consul of France Kemmañ
Floruit1825 Kemmañ
Relijion pe kredenndizoueegezh Kemmañ
KleñvedKleñved Naplez Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadStedelijk Museum Kemmañ
Luskadliterary realism, Romantelezh Kemmañ
Tachennpsychological novel Kemmañ
Prizioù resevetMarc'heg al Lejion a Enor, Q130762055 Kemmañ
Deskrivet dreQ118610578 Kemmañ
Dedennet gantKantved ar Sklêrijenn, Romantelezh, Italia, sonerezh, livouriezh Kemmañ
Skrivet en deus evitJournal de Paris, The New Monthly Magazine, The London Magazine Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ

Henri Beyle, Stendhal e anv-pluenn (23 Genver 1783, Grenoble - 23 Meurzh 1842, Pariz) a zo ur skrivagner gall, priziet diwar elfenniñ lemm santadoù an tudennoù ha diwar e stil diginkl-kenañ. Levezonet gant ar romantelezh saoz ha daoust m'eo bet un diaraoger d'ar romantelezh gall, n'en deus ket graet berzh evel skrivagner.

Kemeret en deus perzh e brezelioù an Dispac'h gall hag an Impalaeriezh C'hall Kentañ evel ofiser an dragoned ha melestrer milourel.

Emañ e vez e bered Montmartre e Pariz.

1796 - 1821 : ar bloavezioù kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Grenoble eo bet ganet Henri Beyle e 1783. P'eo marvet e vamm pa oa 7 e sav diaesterioù evit en em gompren gant e dad, Chérubin Beyle, un den a justis gant ur spered bourc'hiz ha strizh. E 1796 eo degemeret Stendhal e École centrale de Grenoble nevez krouet. Pa oa Alexandre Daru, ur c'henderv d'e vamm, merour al Lu Bras ez a Beyle da isofisour e Lu Italia dindan urzhioù Napoleon Iañ er bloavezioù 1800 ha 1801.
Aet da Bariz goude-se e klask gounid e vara er marc'hadourezh, met e klask brud er metoù lennegel hag hoalañ ar verc'hed ivez. Adkavet e vo lod eus e skiant-prenet e-barzh Julien Sorel, penntudenn ar romant "Le Rouge et le Noir" (Ar Ruz hag an Du).
Adalek 1810 ez a el Lu Bras endro evit kemer perzh e mererezh ar broioù aloubet, dreist-holl e Prusia e-lec'h emañ ur gêr Stendal e anv. Pa ziskar an Impalaerezh kentañ e 1814 ez a da chom e Milano, entanet gant ar vro, ar c'hustumoù, al lennegezh italianek hag ar Bel Canto. Skrivañ a ra meur a oberenn levezonet gant Italia hag unan a-bouez bras, an arnodskrid "De l'amour" (Diwar-benn ar garantez).
E 1821 eo rediet Stendhal gant an Aostrianed, mistri ar vro, mont kuit eus Milano pa ne blij ket dezho e venozioù frankizour.

1821 - 1831 : Tapout a ra un tamm berzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deuet da Bariz en-dro ha n'en deus arc'hant ken ez a da darempredoù gant ar metoù lennegel ha degemeret e vez er saloñsoù lennegezh. Anavezout a ra ur strollad skrivagnerien hag e kav un diskibl dezhañ e-unan, Prosper Mérimée. Embannet eo e skridoù e kelaouennoù'zo hag e skriv arnodskridoù. E 1827 e teu er-maez e romant kentañ, Armance, met a ra berzh gant Le Rouge et le Noir, embannet e 1830 e prantad Dispac'h an Teir Devezh illur, da lavaret eo Dispac'h 1830. P'en deus soutenet an dispac'h eo anvet koñsul e Civitavecchia, ur gêrig ha ur porzh-kenwerzh, 80 km eus Roma.

1831 - 1842 : Oberennoù diwezhañ, beajoù diwezhañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Civitavecchia e kav hir e amzer hag e c'houlenn an aotre da guitaat e bost an aliesañ ma c'hell ken ez a da veajiñ dre Italia ha Bro-C'hall e-pad mizioù. Mont a ra d'ober un tamm Tro-Breizh, met ne blij ket dezhañ kundu ha yezh Brezhoned'zo. Pa ne c'hell mont da benn echuiñ oberennoù'zo (Souvenirs d'égotisme,Lucien Leuwen...) e skriv ur bennoberenn, romant la Chartreuse de Parme embannet e 1839. MMervel a reas a-daol trumm e-pad noz an 22 d'an 23 meurzh 1842.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]