George Orwell
George Orwell | |
---|---|
![]() | |
Anv ofisiel | Eric Blair |
Obererezh | romantoù, kounskridoù, flemmskridoù, barzhonegoù |
Ganedigezh | 25 a viz Even 1903 e Motihari, India |
Marv | 21 a viz Genver 1950 e Londrez |
Yezh skrivañ | saozneg |
Oberennoù pennañ | |
| |
Sinadur | ![]() |
kemmañ ![]() |
George Orwell, anv pluenn Eric Blair, zo ur skrivagner saoznek brudet eus an XXvet kantved.
Ganet e oa e 1903 en India, en ur familh hanter saoz ha hanter indian. En Eton e reas e studi. E 1922 ez eas da Virmania, ma voe e Polis Impalaeriezh an Indez. E gwirionez ne blije ket kalz ar vicher-se dezhañ, hag e 1928, pa oa o vakañsiñ e Bro-Saoz, e tilezas e garg rak c'hoant en doa da vevañ evel ur skrivagner, tra ken.
Hep boujedenn ebet gantañ ez eas da Bariz, ma renas buhez ur c'hlasker-bara, kent mont da skaotañ listri en ur preti. Diwar e amzer krakvevañ e skrivas ur levr eñvorennoù, Down and out in Paris and London, a voe embannet e galleg e 1935 gant an talbenn La Vache enragée e ti an N.R.F..
Hag eñ distro da Vro-Saoz, ma'z eas da vestr-skol, implijad en ul levraoueg ; emezelañ a reas er POUM,ur strollad sokialourien-trostkourien, e-pad Brezel diabarzh Spagn, ha gloazet e voe e 1937 en Huesca.
Heuget gant hollveliouriezh ar stalinourien, ha kemend-all gant an demokrated pouer, ez eas da Varoko. E 1939 e voe anvet da serjant, ha disoudardet. Gounit a reas e vara dre labourat el labouradegoù diouzh noz. A-benn ar fin e voe roet fred dezhañ evel speaker er BBC. E 1943 e teuas da vezañ pennrener ar pemdezieg The Tribune, hag e 1945 e voe kazetenner kefridiel evit The Observer e Frañs hag Alamagn. Er bloavezh-se e savas ur pennad brudet ma oa difennet gantañ e genvroad P. G. Wodhouse, bet prizoniad a-hed ar brezel, ha tamallet dezhañ bezañ kenlabouret gant an Alamaned.
Tapet gant an droug-skevent abaoe bloavezhioù ez eas d'an anaon en ur glinikenn eus bannlev Londrez e miz Genver 1950. E-pad e vloavezhioù diwezhañ, pa oa o stourm a-enep ar marv, e skrivas e romant diwezhañ : Nineteen Eighty Four, ma lakaas dre skrid nec'hamant gwashañ tud frank hon mare.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Down and Out in Paris and London (kounskrid, 1933)
- Burmese Days' (romant, 1934)
- A Clergyman's Daughter (romant, 1935)
- Keep the Aspidistra Flying (romant, 1936)
- The Road to Wigan Pier' (kounskrid, 1937)
- Homage to Catalonia (kounskrid, 1938)
- Coming Up for Air (romant, 1939)
- Animal Farm (romant, 1945)
- 'Nineteen Eighty-Four (romant,1949)
Flemmskridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- The Lion and the Unicorn: Socialism and the English Genius (1941)
- Betrayal of the Left (1941)
- Victory or Vested Interest? (1942)
- Second Thoughts on James Burnham (1946)
- The English People (1947)
- British Pamphleteers Volume 1: From the 16th Century the 18th Century (1948)
Barzhonegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Awake! Young Men of England (1914)
- Kitchener (1916)
- Our Minds Are Married, but We Are Too Young (1918)
- The Pagan (1918)
- Suggested by a Toothpaste Advertisement (1918–1919)
- The Wounded Cricketer (1920)
- Poem from Burma (1922–1927)
- The Lesser Evil (1924)
- Romance (1925)
- Ballade (1929)
- A Dressed Man and a Naked Man (1933)
- Sometimes in the Middle Autumn Days (1933)
- Summer-like for an Instant (1933)
- On a Ruined Farm Near the His Master's Voice Gramophone Factory (1934)
- A Happy Vicar I Might Have Been (1935)
- A Little Poem (1935)
- Ironic Poem About Prostitution (a-raok 1936)
- As One Non-Combatant to Another (1943)
E brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kêr al loened (pennad kentañ), in Al Liamm niv. 152 Mae-Mezheven 1972, troet gant Per Bourdellez
- Kêr al loened, troet gant Erwan Hupel, Skrid, 2011
Levrelennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (en) CRICK Bernard, George Orwell: A Life, Penguin Books, 1992 (ISBN 978-0-1401-4563-2)
|
|