Mont d’an endalc’had

Bernard Werber

Eus Wikipedia
Bernard Werber
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denBernard Werber Kemmañ
Anv-bihanBernard Kemmañ
Anv-familhWerber Kemmañ
Deiziad ganedigezh18 Gwe 1961 Kemmañ
Lec'h ganedigezhToloza Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Micherkazetenner, skrivagner, senarioour(ez), skrivagner skiant-faltazi, film director Kemmañ
Tachenn labourprederouriezh Kemmañ
Bet war ar studi eÉcole supérieure de journalisme de Paris Kemmañ
Deroù ar prantad labour1968 Kemmañ
TachennKomz-plaen Kemmañ
Prizioù resevetGrand prix des lectrices de Elle, ofiser an Arzoù hag al Lizhiri Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.bernardwerber.com/ Kemmañ
Bernard Werber

Bernard Werber, bet ganet e Tolosa e miz Gwengolo 1961.

Etre 1967 betek 1971 en em lakaet eo da skriv kalz a sevel-skrid evit ar skol, an istoerioù a vez berped kontet dre selloù ul loen, met graet en deus ivez un istoer polis (esaset en deus skriv ar muntr dibar, ha n’eus ket tu kaout al lazhour).

1978 Krouiñ a ra kazetenn e lise anvet EUPHORIE.

70% ag ar gazetenn 'zo bandennoù treset hag an 30% all a zo pennadoù àr buhez al lise. Lakaat a ra c’hwez-vat àr ar pajennoù ha skriv a ra peseurt sonenn emañ ret selaou evit bout muioc’h en istoer. Implijet e vez ar gwel, ar c’hlev hag ar santout.

Ar-lerc’h bout tremenet e vachelouriezh e skriv ur vandenn-dreset a-ziàr ar merion (7 pajennad). Àr-lerc’h an dra-se en deus merzhet e c’hellae skriv ul levr àr buhez ar merion(400 pajenn dre vras ). En em lâret a ra e skrivay bep mintin e-pad peder euriad, adleka 8 e 30 betek 12 e 30.

1979 : Ober a ra e studi àr ar gwir en e gêr-vamm. Kenderc’hel a ra memestra Euphorie. C’hwitiñ a ra an test evit ar gwir.

1980 : Ober a ra studioù e kriminologiezh en emsavadur kriminologiezh Tolosa. Mont a ra da gaout titour e kostez lez-varn “Grande Instance et la Cour d'Assises” evit kaout danvezioù istorioù polis evit e danevelloù. Donet a ra a-benn da dremen e vlezad kentañ gwir evit monet en eil.

1982 : Ober a ra studioù kazetennerezh e Paris. Kenderc’hel a ra memestra da skriv peder euriad bemdez.

1983 : Gounit a ra argant evit monet da Afrika d’ober kelskridoù. Heuliiñ a ra merionadoù Magnan bras, distruj a rant tout àr o hent.

1983-1990 : Donet a ra da vout kazetennour skiantel en "Nouvel Observateur" . Ober a ra pennadoù àr tout ar pezh a denn doc’h ar skiant.

1990 : Dilabour e chom

1991 : Embann a ra Ar Merion e ti-embann Albin-Michel.

1992 : Skrivañ a ra 5 euriad bemdez evit Deiz ar Merrion. Embann a ra anezhañ.

1993 : Embann a ra L'encyclopédie du savoir relatif et absolu.

1994 : Embann a ra An Thanatonaut. An tem a zo aloubadenn ar baradoz.

1995 : Skriv ha embann a ra Dispac’h ar Merion.

1997-2000 Embann a ra Levr ar Veaj, Tad hon Tadoù hag Impalaeriezh an aeled. Krouiñ a ra ivez Ar Merion, ur c’hoari urzhiataer.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.
Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi.