Doris Lessing
Mont d’ar merdeerezh
Mont d’ar c’hlask
![]() | |
---|---|
![]() Doris Lessing e 2006 |
Doris May Lessing (Kermanshah, Iran, 22 Here1919 – London, Bro-Saoz, 17 Du 2013) a oa ur skrivagnerez vreizhveuriat ha Rhodesiat.
Ganet e voe Doris May Tayler en Iran, ma vevas betek 1925. Pa oa 6 vloaz neuze e tilojas gant he zud da Rhodesia ar Su (e Zimbabwe bremañ), ma chomas betek 1949. Er bloaz-se, oadet 30 vloaz, ez eas da London da vevañ.
Bloaz goude, e 1950 ez embannas he romant kentañ, The Grass is Singing. Goude-se e voe pemp levrenn Children of Violence (1952-1969), The Golden Notebook (1962), The Good Terrorist (1985), ha pemp romant skiant-faltazi ar rummad Canopus in Argos: Archives (1979-1983).
E 2007 e voe deroet Priz Nobel al Lennegezh dezhi, d'an oad a 87 vloaz.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Killing Heat (1981) er sinema.
- ↑ Heuliad The Fifth Child.
- ↑ Heuliad Mara and Dann.
- ↑ 4,0 ha4,1 Sonerezh gant Philip Glass.
- ↑ Treset gant Charlie Adlard.
- ↑ Barzhonegoù gant D. Lessing, Robert Twigger and T.H. Benson.
- ↑ Two Mothers (2013) er sinema.
- ↑ 8,0 8,1 ha8,2 Istorioù hag arnodskridoù.
- ↑ Embannadur an tri levr a-zivout kizhier.
- ↑ 10,0 ha10,1 Atersadennoù, kempennet gant Earl G. Ingersoll.
- ↑ Prezegenn an Nobel, embannet e 2008.