Skiant-faltazi er sinema

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An Terminator T-800 eus an heuliad filmoù Terminator
Soudarded egorel e Starship Troopers.

Ar filmoù Skiant-faltazi zo un doare filmoù diazzezet e bed ar skiant-faltazi, o lakaat war-raok darvoudoù, tudennoù ha dreist-holl teknikoù ha n'int ket degemeret evel posubl gant ar skiant diazez. Kaoz a vez er sinema-se eus boudoù-bev nann douarel, bedoù treoabl, donezonoù dreistordinal, beajoù en amzer. An holl doareoù-se a zo kemmesket gant nijerezhioù egor, robotoù, beajoù etre-steredel ha teknologiezhoù dianav d'ar skiant denel a-vremañ. Ar filmoù skiant-faltazi a zo bet un doare implijet lies evit degas ar gaoz war kudennoù politikel ha sokial. Un digarez int ivez evit lakaat ar preder war tonkad Mab-Den en amzer dazont. Alies ez eo diazezet ar sinema skiant-faltazi war skridoù skiant-faltazi. Ar gudenn a-sav eo n'eo ket ken gwirion ar sinema skiant-faltazi dre ma n'eo ket ar filmaozerien skiant-faltazi tud arbenikaet war an doare lennegezh-se. Al lennegezh diazez a glask chom an tostañ posubl eus ar gwirvoud an diforc'hioù etre ar bed gwirion hag ar bed skiantel taolennet a rank bezañ munut ha chom posubl.

Skiant-faltazi gant boudoù treoabl[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skiant-faltazi gant robotoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skiant-faltazi freuz ha reuz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skiant-faltazi milourel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Space Opera[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skiant faltazi skiantel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Nuvola apps konquest.png Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi.