Star Trek

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Star Trek zo anv ur bed skiant-faltazi ijinet ha krouet gant Gene Roddenberry e-kreiz ar bloavezhioù 1960.
6 stirad skinwel (726 abadenn), 12 film, ha kantadoù a romantoù, c’hoarioù video hag all, a zeskriv ar bed-mañ.
Un dazont gwellwelus zo taolennet gantañ : echu ar c’hleñvedoù, ar c’houennelouriezh, ar baourentez, an dishegar hag ar brezel war an douar, un douar unanet gant ezdouaridi speredek all en Hent Sant-Jakez. Dizoleiñ planedennoù, bedoù ha sevenadurioù nevez, kas war-raok ar peoc’h hag an doujañs, eo pal an tudennoù pennañ.
Unan eus anvioù brudetañ ar skiant-faltazi, hag unan eus frañchizoù anavezetañ e bed ar skinwel, eo Star Trek.
Heuliadennoù skinwel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 1966 e oa kroget Star Trek gant an heuliadenn "orin". Betek 2005, savet e oa bet pemp heuliadenn Star Trek, hag un heuliadenn tresadennoù bev.
- Star Trek (heuliadenn orin) (1966-1969)
- Star Trek (tresadennoù bev) (1973-1974)
- Star Trek: The Next Generation ("Ar Rummad War-lerc'h") (1987-1994)
- Star Trek: Deep Space Nine (1993-1999)
- Star Trek: Voyager (1995-2001)
- Star Trek: Enterprise (2001-2005)
Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
11 film zo bet taolet gant Paramount Pictures
- Star Trek: The Motion Picture - 1979 - Sevenniñ : Robert Wise
- Star Trek II: The Wrath of Khan - 1982 - Sevenniñ : Nicholas Meyer
- Star Trek III: The Search for Spock - 1984 - Sevenniñ : Leonard Nimoy
- Star Trek IV: The Voyage Home - 1986 - Sevenniñ : Leonard Nimoy
- Star Trek V: The Final Frontier - 1989 - Sevenniñ : William Shatner
- Star Trek VI: The Undiscovered Country - 1991 - Sevenniñ : Nicholas Meyer
- Star Trek Generations - 1994 - Sevenniñ : David Carson
- Star Trek: First Contact - 1996 - Sevenniñ : Jonathan Frakes
- Star Trek: Insurrection - 1998 - Sevenniñ : Jonathan Frakes
- Star Trek: Nemesis - 2002 - Sevenniñ : Stuart Baird
- Star Trek - 2009 - Sevenniñ : J.J. Abrams
- Star Trek Into Darkness - 2013 - Sevenniñ : J.J. Abrams