Mont d’an endalc’had

Pierre Bordage

Eus Wikipedia
Pierre Bordage
Pierre Bordage
Pierre Bordage e Saloñs al levrioù e Pariz e 2011
Obererezh Romanter
Ganedigezh d'an 29 a viz Genver 1955
e La Réorthe, Frañs Frañs
Yezh skrivañ galleg
Rumm lennegel Skiant-faltazi
Enorioù Grand Prix de l'Imaginaire 1994 gant Les Guerriers du silence

Prix Cosmos 2000 1996 gant La Citadelle Hyponéros
Prix Tour Eiffel 1997 gant Les Aigles d'orient
Prix Paul Féval 1999 gant Les Fables de l'Humpur
Prix Bob Morane 2002 gant L'Évangile du serpent
Prix des lecteurs du Livre de Poche gant Porteurs d'âmes 2009

Oberennoù pennañ
  • Trilogie des guerriers du silence
  • Le cycle de Wang

Lec'hienn ofisiel www.noosfere.org/heberg/bordage

Pierre Bordage, ganet e miz Genver 1955 e La Réorthe, e Vande, a zo ur skrivagner skiant-faltazi gall.

Pierre Bordage en deus tremenet e yaouankiz e Vande. Plijout a ra ar sport dezhañ ha graet en deus karate e-pad nav bloaz. Studier eo bet war al lizhiri modern e Naoned. E 1975, e-kerzh un atalier skrivañ e tizoloas ar skiant-faltazi, dreist-holl gant The Martian Chronicles gant Ray Bradbury.

Ober a reas beajoù da Azia hag pleustriñ a reas micherioù disheñvel, en o zouez levrier, e-pad meur a vloavezh.

E 1982, pa oa o chom er Gers, e skrivas e romant kentañ Les Guerriers du silence, met ne vo degemeret gant ti-embann ebet.

Dont a reas da vezañ kazetenner sport, dilojañ a reas da Bariz 'lec'h ma kavas e 1992 e di-embann kentañ, Vaugirard, a ginnigas dezhañ skrivañ Cycle de Rohel le Conquérant.

Ar bloaz goude e tizoloas un oberenn deus ar skrivagner amerikan Orson Scott Card en un ti-embann bihan eus Naoned, Atalante (ti-embann), troet gant e gelenner kozh banjo, Patrick Couton. Kinnig a reas neuze Guerriers du Silence dezho hag a voe degemeret.

Ur berzh dic'hortoz a reas al levr ha gounit a reas meur a briz lennegel, en o zouez, Grand Prix de l'Imaginaire, Prix Julia Verlanger, Prix Cosmos 2000...

Embann a reas an div lodenn all eus an deir-oberenn,Wang e 1998, a zo bet loreet gant Prix de la Tour Eiffel, ha lodenn gentañ Abzalon, e ti Atalant.

E 2000 ez eas ar Prix Paul Féval gantañ gant Les Fables de l'Humpur, adneveziñ a reas ar romant-heuliad e c'hwec'h pennad Les Derniers hommes e ti Librio.

L'Évangile du serpent ha L'Ange de l'Abîme a zeuas er-maez e 2001, e ti Au Diable Vauvert.

E 2008 e sav bannoù-treset video anvet Chroniques des Ombres evit an embregerezh mp3minutes. Ar bannnoù-treset a c'heller pellgargañ war Internet.

Aet eo Pierre Bordage da c'hevred Bro-Naoned, da Veuzid-Klison, da chom gant e vaouez hag e zaou bugel.

E fin miz Genver 2009 e varvas e vaouez en ur gwallzarvoud karr-tan en India[1].

Kalzig a brizioù en deus bet gant e levrioù skiant-faltazi, en o zouez :

Kelc'hiad Abzalon/Orchéron

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Trilogiezh Prophéties

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kelc'hiad ar Griots célestes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kelc'hiad an Enjomineur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

La fraternité du Panca

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

10 danevell faltazi eus an henamzer betek hiriv an deiz e 2005

Romant audio/video

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

2008 : Chroniques des Ombres

Pierre Bordage en deus skrivet istor meur a film :

  1. Ouest France 06 c'hwe. 2009

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.
Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi.