Robert A. Heinlein
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Robert Anson Heinlein |
Anv ganedigezh | Robert Anson Heinlein |
Anv-bihan | Robert, Anson |
Anv-familh | Heinlein |
Lesanv | Anson MacDonald, Lyle Monroe, John Riverside, Caleb Saunders, Simon York |
Deiziad ganedigezh | 7 Gou 1907 |
Lec'h ganedigezh | Butler |
Deiziad ar marv | 8 Mae 1988 |
Lec'h ar marv | Carmel-by-the-Sea |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | heart failure |
Pried | Virginia Heinlein |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Micher | skrivagner, senarioour(ez), skridvarnour, naval officer |
Tachenn labour | lennegezh |
Bet war ar studi e | United States Naval Academy |
Lec'h annez | Colorado Springs, Santa Cruz |
Deroù ar prantad labour | 1939 |
Dibenn ar prantad labour | 8 Mae 1988 |
Strollad politikel | Strollad Demokratel |
Relijion | dizoueegezh |
List of works | Robert A. Heinlein bibliography |
Tachenn | skiant-faltazi, faltazi, Skiant-faltazi milourel, Lennegezh krennarded |
Oberennoù zo en dastumad | Centraal Museum |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
Roll elfennoù | list of awards and nominations received by Robert A. Heinlein |
Robert Anson Heinlein (7 a viz Gouere 1907 – 8 a viz Mae 1988), lesanvet The dean of science fiction writers ("Dean ar skrivagnerien skiant-faltazi") a oa ur skrivagner skiant-faltazi stadunanat.
Skrivagner ha stourmer, e doare selloù war an nukleel, mab-den en egor hag ar brezel a save tabut bras. Adal e skridoù ez eus bet degaset ijinadennoù teknikel (rakwelet en devoa ar pellgomzioù hezoug, ar gweleoù-dour).
Degaset en deus ivez gerioù nevez evel Marines an egor (Saozneg: Space Marines) pe TANSTAAFL (Saozneg: There ain't no such thing as a free lunch; Brezhoneg: N'eus netra evel ur pred digoust, ar pezh a dalvez "pep tra, memes roet, a dalvez un dra bennak").
Buhez Heinlein
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet eo Robert Anson Heinlein d'ar 7 a viz Gouere 1907 e Butler, Missouri. An tad Rex Ivar Heinlein a zo konter, ar vamm a zo Bam Lyle (un anv familh eus Bro-Skos) Heinlein, 7 bugel a zo er familh Robert o vezañ an trede hini.
Ur familh kredour strizh ez eo an hini Heinlein, un hengoun a zo o welet unan eus ar familh o stourm en holl brezelioù o welet engouestlet Amerika adal Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet (1775-1783). Ur familh broadelour ha kredour don, an aozour a vezo awenet a galz gant an elfennoù-se en e oberennoù.
Tabutoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Plas ar merc'hed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit ar feministed n'eo ket aes gouzout pelec'h plantañ Robert Heinlein:
- War un tu e vez kavet e-leiz a verc'hed en e oberennoù gant renkoù uhel er gevredigezh pe el lu lakaet da dalvezout evel ken ampart paneveken ampartoc'h evit ar baotred. En Expanded Universe e vez taolennet ur gevredigezh gant an holl alvokadoù ha politikourien o vezañ maouezed nemetken. Ar merc'hed taolennet en e oberennoù o kaout kargoù a zo maouezed gant nerzh spered ha kalon.
- War un tu all e vez selloù drouk war ar merc'hed evel en Stranger in a Strange Land, Jill ur benndudenn eus an oberenn a ziskler "nine times out of ten, if a girl gets raped it's partly her fault" (Brezhoneg: Nav wech diwar zek, ma vez gwallet ur vaouez ez eo dre he fazi evit ul lod").
Plas al lu er gevredigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Robert Heinlein a oa sot gant ar bed milourel, betek rakwelet brezelioù dibaouez ha drastus en egor ur wech ma vezo tizhet hag anneziet gant mab-den. El levr Starship Troopers ec'h adkemer doare selloù Sparta an henamzer. Evit bezañ keodedour gant gwirioù leun e vez ret da vont etrezek al lu n'eus ket hent all ebet.
Da geñver plas an armoù distruj ramzel evel an armoù nukleel e oa anat da Robert Heinlein e oa ar gwir d'o implij e-tal un enebour.
E Starship Troopers, pe e Space Cadet, e vez taolennet ur gouarnamant soudard bedel lakaet e plas war ar blanedenn a-bez evit talañ ouzh ar brezelioù dibaouez war an Douar ha dreist-holl ar riskloù nukleel. An holl galloudoù a zo e dalc'h un nebeud soudarded a renk uhel.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Romantoù kentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Rocket Ship Galileo, 1947
- Beyond This Horizon, 1948 (embannet e stumm un heuliad tammoù e 1942, gant al lesanv aozour Anson MacDonald)
- Space Cadet, 1948
- Red Planet, 1949
- Sixth Column, 1949 (embannet e stumm un heuliad tammoù e 1942, gant al lesanv aozour Anson MacDonald) (Anavezet ivez evel: The Day After Tomorrow)
- Farmer in the Sky, 1950 (embannet e stumm un heuliad tammoù berraet et gazetenn Boys' Life magazine gant an anv "Satellite Scout") (priz Retro Hugo Award, 1951)
- Between Planets, 1951 *
- The Puppet Masters, 1951 (adembannet goude marv an aozour stumm hiraet, 1990)
- The Rolling Stones, 1952 (anavezet ivez evel: Space Family Stone)
- Starman Jones, 1953
- The Star Beast, 1954
- Tunnel in the Sky, 1955
- Double Star, 1956, priz Hugo Award 1956
- Time for the Stars, 1956
- Citizen of the Galaxy, 1957
- The Door into Summer, 1957
- Have Space Suit—Will Travel, 1958, lakaet war ar renk evit ar priz Hugo Award e 1959
- Methuselah's Children, 1958 (Stumm kentañ un heuliad tammoù e 1941)
- Starship Troopers, 1959, priz Hugo Award e 1960
Romantoù kreiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Stranger in a Strange Land, 1961—priz Hugo Award 1962, (adembannet gant ar stumm kentañ hiraet e 1991)
- Podkayne of Mars, 1963
- Orphans of the Sky, 1963 (stumm echuet d'a romant savet gant an danevelloù "Universe" ha "Common Sense", embannet da zigentañ an daou er bloavezh 1941)
- Glory Road, 1963, lakaet war ar renk evit ar priz Hugo Award e 1964
- Farnham's Freehold, 1964
- The Moon Is a Harsh Mistress, 1966, priz Hugo Award 1967
- I Will Fear No Evil, 1970
- Time Enough for Love, 1973, lakaet war ar renk d'ar priz Nebula Award e 1973; lakaet war ar renk evit ar prizioù Hugo ha Locus e 1974
Romantoù diwezhañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Number of the Beast, 1980
- Friday, 1982, lakaet war ar renk evit ar prizioù Hugo ha Nebula ha Locus e 1983
- Job: A Comedy of Justice, 1984, lakaet war ar renk evit ar priz Nebula e 1984; priz Locus Fantasy gouenezet, lakaet war ar renk evit ar priz Hugo e 1985
- The Cat Who Walks Through Walls, 1985
- To Sail Beyond the Sunset, 1987
Adkemer er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Starship Troopers, gant Paul Verhoeven, 129 munutenn, 1997
Stirad skinwel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Tom Corbett Space Cadet, 1951
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennadoù karr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|