Skiant-faltazi milourel

Eus Wikipedia
Skiant-faltazi milourel
science fiction genre
Iskevrennad eusskiant-faltazi, military fiction Kemmañ

Skiant-faltazi milourel a vez graet eus un is-rann eus ar skiant-faltazi met gant ur sell milourel ha gant teknologiezhoù liammet ouzh tachenn ar brezel. Dre vras an tudennoù pennañ a zo izili nerzhioù soudardel, skiantourien teknologiezhoù an armañ; ar re-se a zo tapet e darvoudoù feuls en egor pe war planedennoù all. Ar skiant-faltazi milourel a vez adkavet en kalz mediaoù evel al lennegezh, comics, filmoù, stiradoù skinwel ha c'hoarioù video.

Ar stourmoù a zo kontet dre ar munud, gant an enebourien (alies reoù maez-egorel), kadoniezhoù brezel hag armoù implijet, roll an nerzhioù soudardel, hag ar fed heuliañ hiniennoù engouestlet en nerzhioù-se a ro diazez an istorioù skiant-faltazi milourel.

Alies e vez kemmesket lodennoù gwirion eus istor dremenet pe a-vremañ ar blanedenn Zouar, gant broioù eskemmet gant planedennoù pe galaksiennoù gant doareennoù dammheñvel. Da skouer er stirrad skinwel Space: Above and Beyond, darn lodennoù ar stirad a grog gant un dezrevell eus istor Stadoù-Unanet Amerika (Kentañ Brezel-bed, Eil Brezel-bed).